HeklevPodkast

Heklev PodKast

Kids FR ↓ 110 episodios

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...

Autor

HeklevPodkast

Categoría

Kids

Web del podcast

audioblog.arteradio.com

Último episodio

3 de jul. de 2026

¿Dónde escuchar?

Podcasts en la app Replaio Radio Muy pronto

Los podcasts llegarán muy pronto a la app. Instálala ahora y sé el primero en descubrir una forma totalmente nueva de vivir los podcasts

Descárgala en Google Play Instálala gratis Android 5 M+ de descargas · valoración de 4,8 iOS muy pronto

Episodios

Mayan hag ar c'hleuzioù 03.07.2026

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir. 9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt... Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vuga...

E-kreiz an dachenn 26.06.2026

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Lukaz Nedeleg. En ur vilajenn war ar maez ‘vez lusket buhez Titouan er memes mod atav. Ar velldroad hag ar skol ‘ra darn vrasañ eus e amzer. Bed ar baotred yaouank eo. Titouan, koulskoude, zo o cheñch tamm-ha-tamm. Un deiz e teuio unan bennak er skol da ober un dra dic’hortoz ha setu ar paotrig da sevel goulennoù outañ e-unan. Un danevell enkorfet gant an haroz e-...

Ken ar C'hraken hag an deñvalijenn 19.06.2026

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Morgane Cotten. Ken ar C’hraken hag an Deñvalijenn a gont istor Ken, ur c’hrakenig hag en deus aon rak an deñvalijenn. Pa vez kollet e vignonez Lutig en donvorioù teñval e rank bezañ kalonek evit mont d’he c’havout. Dre e veaj e tesk kaout fiziañs ennañ e-unan hag e kav ur c’houlaouenn nevez ennañ. Istor ar vignoniezh, ar spi hag an trec’h war hon aonioù eo. Skriv...

Ur prof dic'hortoz 12.06.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic. Deiz-ha-bloaz Veig eo ha fellout a ra dezhañ kaout ur switch evit ober evel ar re all, met n’en do switch ebet siwazh. Trist eo Veig goude bezañ bet digoret e brofoù. Ur prof diwezhañ diwezhatoc’h a lako anezhañ da lammat gant levenez. Selaouit hag e klevfet peseurt prof en do. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour...

Yang Yang - R09 - Deiz-ha-bloaz Yang Yang 05.06.2026

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Evit deiz-ha-bloaz hon harozig ‘zo bet prientet ur c’hoari klask war-lerc’h an teñzor … Plijadur a vo forzh pegement war hent teñzor ar c’hapiten Serpant Du !  Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ :Théophile Rouzic-Plantec Sikou...

Lili Sukjai 29.05.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maïwenn morvan Gwelet a ra Lili unan bennak o skrapañ ur paotrig dirak he fri. Diouzhtu e klasko-hi saveteiñ anezhañ diwar skiant-prenet he zad, ur foeter-bro brudet anezhañ. Met dañjerus eo ar janglenn etre Bro-Dhailand ha Bro Birmani rak trafikourien a bep seurt hag un nebeud tasmantoù a gaver eno marteze a-walc’h ivez. Skrivet ha c’hoariet gant Maïwenn Morvan S...

Yang Yang - R08 - Zing ! 22.05.2026

Un istor ijinet gant Marion Gwen Evit talañ ouzh al logod ‘zo bet prometet advabiñ ur bisig. Mont a ra Yang Yang gant e dad d’ober anaoudegezh gant kizhier nevez ganet… Met kejañ a raio ar paotrig-serpant gant ur plac’hig, Zing eo hec’h anv… Pegen brav eo-hi, fromoù nevez ‘zo o tiwan e kalon ar bugel, karantez a vefe graet eus se ? Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Sonerezh : Perynn Bleunven S...

Eliot ouzh ar stur 15.05.2026

Eliot a zo ur paotrig ampechet hag a vag an huñvre da verdeiñ skoaz-ouzh-skoaz gant e haroz Surcouf. Dre zegouezh e tihun un deiz e bourzh an « Tasmant », lestr ar c'hourser mil anavezet. En e veaj e kompreno Eliot diwar e goust da biv e c'heller reiñ e fiziañs. 

Enklaskour Yang Yang 08.05.2026

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen El liorzh ez a ur bern traoù diwar-wel … Piz-bihan, framboez, pennoù-saladenn hag an avaloù zoken… Dispariset ! Un enklask ‘zo kaset a-benn gant Yang Yang ha Pegus ‘vit adkavout al laer… Chikouret ‘vint gant Derv, ar wezenn,  test eo dre ma vez atav er jardin… Meur a susped a zo, ar melc’hwed, al laboused, ha ma vefe Pegus an torfedour ‘benn ar fin !...

Ar Plac'hig hag an Lanv 01.05.2026

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued h...

Ma c'horf din-me eo ! 17.04.2026

Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho ! « Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. » Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha d...

Ar Robot Kollet 10.04.2026

E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit beza...

An Dreverz 03.04.2026

« An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ » Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken ! Ar vignoniezh etre Tommy ha Günter a ziskouez...

Ar Balum er goañv 27.03.2026

En hañv paseet, en doa saveteet Nolig ur balumig a oa bet taolet war an traezh. Bremañ p'emañ ar goañv o tostaat ez eus mall war Nolig da welout e vignon en-dro. Sellet ouzh an dremmwel a ra Nolig e-pad pellik amzer. Gortoz a ra c'hoazh hag adarre. Hag ur gorventenn all a vo ezhomm da gaout evit bodañ an daou vignon en-dro ? Ul levr gant Benji Davies :  https://www.timilenn.bzh/product/ar-balum-er...

Maiwenn ar sorserez vihan 20.03.2026

Un istor ijinet gant Emmanuel Roy Ar sorserez vihan Maiwenn a resev keloù eus he c'henitervez Maite, euskaradez anezhi. Ezhomm he do sikour evit difenn he c'hêriadenn a-enep d'ar reuz a ra ti-savourien fallakr enni. Ha Maiwenn da nijal kuit kerkent war he balaenn-vrammoù hud, gant he mignon feal Bill ar C'hwil, da gavout Maite. Ha trec’h e vint war mekanikoù ar chanter ? Skrivet ha sevenet gant Em...

Niklas ha trouz ar balum 13.03.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau  Niklas ne gouzañv ket ar sioulder. Evit chom hep en em santout goullo, eo boaz da gontañ fedoù skiantel ha da reizhañ ar re all, betek lakaat an holl da vezañ skuizh gantañ. Un nozvezh, ul labous liesliv a sko ouzh e brenestr da ginnig dezhañ un divinadell dic’hortoz. Skrivet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skriva...

Ar Momi 06.03.2026

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Un ali evidoc’h-c’hwi mignoned : ma tremenit tostik d’ur momi, gwelloc’h deoc’h chom didrouz. N’ho peus ket c’hoant da c’houzout petra c’hoarvezo ma tihunit ar c’horf baomet-se goude 3000 bloaz oc’h hunvreal, p’eo sañset he c’housk bezañ peurbadel. Skrivet gant Loeiza an Duigou  C’hoari : Bleuenn Raynaudon-Kerzerho Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ: Ma...

Avañturioù Jaoua - Rann 2 27.02.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Goude bezañ bet graet anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh keginer, er c’hoad burzhudus e-tal d’e di e tiviz Jaoua, ur paotrig kalonek, mont da welet anezhañ en dro. Met war an hent, e kejo gant unan bennak all : Huli, un aneval divoutin, etre ki ha louarn. Jaoua a zesko traoù diwar-benn buhez Huli ha dañjerioù ar C’hoad Kamm ! Skrivet ha c’hoari...

Dremmoù kuzhet Neyilazul 20.02.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec  « An holl a gred eo memes liv ma c’hroc’hen evit hini ar re all. Ha ma ouifent ? » Setu ar pezh a soñj Neyilazul bep mintin o tihuniñ dindan gouloù tanv ar Steredenn Evoriella, abaoe ma ‘z eo erruet er vro nevez-mañ. Met donezonet eo. Gouzout a ra tresañ, livañ, ha leun a ijin a zo ganti. Ha dont a raio a-benn da doullañ he hent e-mesk ar vugale...

Blev 13.02.2026

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Gwir eo e vefe aesoc’h dezhi bezañ brav evel an delfin ha postek evel an olifant. Da nebeutañ e vefe dieub da ebatal en dour hag er fank. Chom war-evezh a-hed an deiz e plas c’hoari n’eo ket ur vuhez... Soñjal a ra dezho emaint o vont da lazhañ anezhi ? Blev ! Ne lezo ket he c’hroc’hen d’ar chaseourien. Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoariet gant Typhaine Cor...

Ar rozenn nemeti 06.02.2026

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, awenet diwar un istor Yuzev. Ar rouanez Saba a oa ken fur ken e veze klevet e oa ar vaouez furañ a oa dre ar Bed. E penn all ar Bed e oa ar roue Salomon, ur roue ken fur all ken e veze klevet e oa ar gwaz furañ a oa dre ar Bed. Un devezh e pedas ar Roue Salomon ar rouanez Saba d’un genstrivadeg evit gwelet peseurt hini a oa an hini furañ...  Sk...

Rouanez an Termited 30.01.2026

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet  gant Manon Renault, diwar ur gontadenn hengounel a vro Senegal. E savanenn Bro Senegal emañ Bisinti o klask peadra da zebriñ. An devezh ma kavas mangez saourus e yeas da brofañ anezho d’ar roue. Dirak ti ar Roue e klevas mouezh ur vaouez yaouank a brof ur favenn iskis dezhañ … Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault Sonerezh : Maela Le Badezet Sikour war ar skriv...

Mirdi ar familhoù 23.01.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Arzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed.  Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Sonerez...

Avañturioù Jaoua - Rann 1 16.01.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Jaoua, ur paotrig kurius, az a da bourmen en ur c'hoad kevrinus evit adkavout e gi. Er c'hoad e ra anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh a gaoz hag a fard boued evit tout e vignoned anevaled. Asambles e fardont ur soubenn-hud ha Jaoua a zizolo ur bed souezhus ha marvailhus ! Skrivet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Sonerezh : Perynn Bleunven ha Qu...

Ar wezenn derv 09.01.2026

Ar wezenn derv Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella de Fontenelle Awen 'zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen 'n eus ur vamm un tamm dreist-ordinal ivez. Profañ a ra da Awen un dra dibar evit he deiz-ha-bloaz: un deizlevr brav meurbet. Un deiz ez a Mammig diwar-wel. Penaos e raio Awen hepti  ? Skrivet ha c’hoariet gant Manuella de...

Escucha el podcast Heklev PodKast en Replaio

Radio y podcasts en una sola app - gratis y sin registro. Instálala hoy y no te pierdas el estreno

Descárgala en Google Play

Replaio no es editor de podcasts; los nombres de los programas, las portadas y el audio pertenecen a sus autores y se distribuyen a través de canales RSS públicos