HeklevPodkast
Heklev PodKast
HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...
Обов'язково відвідайте сайт подкасту та підтримайте його автора: audioblog.arteradio.com
Автор
HeklevPodkast
Категорія
Сайт подкасту
Останній епізод
23 жов 2026
Де слухати?
Подкасти в застосунку Replaio Radio Уже незабаромПодкасти незабаром з'являться в застосунку. Встановіть уже зараз і першими побачте зовсім новий погляд на подкасти
Епізоди
Sinet Marielle 5 : Va beaj gant Papi 23.10.2026 4:51
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Marielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Corn...
Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh 22.10.2026 17:17
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan ! Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan,...
Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ? 21.10.2026 10:28
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Klask a ra Marielle divinout ‘pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan. Perak ‘ta eo bet skrivet dezhañ ? Perak ‘ta e vez skrivet lizhiri. Marielle, hi, a skriv alies d’he zad-kozh, Ifig. Gantañ he deus desket mont war velo. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn ha...
Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet 20.10.2026 15:12
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un istorig, ur gudennig da zirouestlañ. Marielle a ziskouez he zeñzorioù d’ar vugale. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Ar...
Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan 19.10.2026 11:46
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ». Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mon...
Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk ! 16.10.2026 13:41
Un istor skrivet gant Marion Gwenn Yang Yang, Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi … Pegus a raio sotonioù … Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez … Plijout ‘rafe da Yang Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez … Ha ‘benn neuze ! Petra ober ? Skrivet ha c’hoariet gant...
Ar re votoù tasmantet 09.10.2026 19:08
Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer. Skrivañ : Loeiza an Duigou C’hoari : Maxime L’hostis Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skr...
Jaxx von Poullpri 02.10.2026 13:24
Un istor skrivet gant Klet Beyer Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez ! Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer Sonerezh :...
Er-maez ar bed o treiñ 25.09.2026 17:54
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ? Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec Sikour war ar c’...
Hanvezh ar bignerez 18.09.2026 23:58
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour uhel deus Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er gêr pa vez o mamm o labourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ eñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20vet estaj, penn uhelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno...
Ar Robot Dizimplij 11.09.2026 14:26
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal. E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi… Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de Souffle...
Ur Sekred Mezhus 04.09.2026 19:43
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn Ne vez ket aes bemdez kaout kamaradezed sot gant Katy Perry nag un tad o selaou disehan deus ar c'hoarezed Goadeg… O vougañ 'mañ Marc'haid ! Ar sonerezh a blij dezhi a zo disheñvel mat… Ur sekred eo… Met, petra 'kano Marc'haid evit kenstrivadeg kanañ ar skolaj? An holl a seblant gouzout eviti! Skrivet ha c’hoariet gant Tinaig...
Mayan hag ar c'hleuzioù 03.07.2026 18:02
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir. 9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt... Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vuga...
E-kreiz an dachenn 26.06.2026 23:15
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Lukaz Nedeleg. En ur vilajenn war ar maez ‘vez lusket buhez Titouan er memes mod atav. Ar velldroad hag ar skol ‘ra darn vrasañ eus e amzer. Bed ar baotred yaouank eo. Titouan, koulskoude, zo o cheñch tamm-ha-tamm. Un deiz e teuio unan bennak er skol da ober un dra dic’hortoz ha setu ar paotrig da sevel goulennoù outañ e-unan. Un danevell enkorfet gant an haroz e-...
Ken ar C'hraken hag an deñvalijenn 19.06.2026 16:54
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Morgane Cotten. Ken ar C’hraken hag an Deñvalijenn a gont istor Ken, ur c’hrakenig hag en deus aon rak an deñvalijenn. Pa vez kollet e vignonez Lutig en donvorioù teñval e rank bezañ kalonek evit mont d’he c’havout. Dre e veaj e tesk kaout fiziañs ennañ e-unan hag e kav ur c’houlaouenn nevez ennañ. Istor ar vignoniezh, ar spi hag an trec’h war hon aonioù eo. Skriv...
Ur prof dic'hortoz 12.06.2026 12:58
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic. Deiz-ha-bloaz Veig eo ha fellout a ra dezhañ kaout ur switch evit ober evel ar re all, met n’en do switch ebet siwazh. Trist eo Veig goude bezañ bet digoret e brofoù. Ur prof diwezhañ diwezhatoc’h a lako anezhañ da lammat gant levenez. Selaouit hag e klevfet peseurt prof en do. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour...
Yang Yang - R09 - Deiz-ha-bloaz Yang Yang 05.06.2026 13:50
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Evit deiz-ha-bloaz hon harozig ‘zo bet prientet ur c’hoari klask war-lerc’h an teñzor … Plijadur a vo forzh pegement war hent teñzor ar c’hapiten Serpant Du ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ :Théophile Rouzic-Plantec Sikou...
Lili Sukjai 29.05.2026 24:12
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maïwenn morvan Gwelet a ra Lili unan bennak o skrapañ ur paotrig dirak he fri. Diouzhtu e klasko-hi saveteiñ anezhañ diwar skiant-prenet he zad, ur foeter-bro brudet anezhañ. Met dañjerus eo ar janglenn etre Bro-Dhailand ha Bro Birmani rak trafikourien a bep seurt hag un nebeud tasmantoù a gaver eno marteze a-walc’h ivez. Skrivet ha c’hoariet gant Maïwenn Morvan S...
Yang Yang - R08 - Zing ! 22.05.2026 14:44
Un istor ijinet gant Marion Gwen Evit talañ ouzh al logod ‘zo bet prometet advabiñ ur bisig. Mont a ra Yang Yang gant e dad d’ober anaoudegezh gant kizhier nevez ganet… Met kejañ a raio ar paotrig-serpant gant ur plac’hig, Zing eo hec’h anv… Pegen brav eo-hi, fromoù nevez ‘zo o tiwan e kalon ar bugel, karantez a vefe graet eus se ? Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Sonerezh : Perynn Bleunven S...
Eliot ouzh ar stur 15.05.2026 22:11
Eliot a zo ur paotrig ampechet hag a vag an huñvre da verdeiñ skoaz-ouzh-skoaz gant e haroz Surcouf. Dre zegouezh e tihun un deiz e bourzh an « Tasmant », lestr ar c'hourser mil anavezet. En e veaj e kompreno Eliot diwar e goust da biv e c'heller reiñ e fiziañs.
Enklaskour Yang Yang 08.05.2026 12:18
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen El liorzh ez a ur bern traoù diwar-wel … Piz-bihan, framboez, pennoù-saladenn hag an avaloù zoken… Dispariset ! Un enklask ‘zo kaset a-benn gant Yang Yang ha Pegus ‘vit adkavout al laer… Chikouret ‘vint gant Derv, ar wezenn, test eo dre ma vez atav er jardin… Meur a susped a zo, ar melc’hwed, al laboused, ha ma vefe Pegus an torfedour ‘benn ar fin !...
Ar Plac'hig hag an Lanv 01.05.2026 15:38
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued h...
Ma c'horf din-me eo ! 17.04.2026 6:10
Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho ! « Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. » Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha d...
Ar Robot Kollet 10.04.2026 8:52
E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit beza...
An Dreverz 03.04.2026 12:29
« An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ » Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken ! Ar vignoniezh etre Tommy ha Günter a ziskouez...
Схожі подкасти
Replaio не є видавцем подкастів; назви шоу, обкладинки та аудіо належать їхнім авторам і поширюються через публічні RSS-канали