Splann ! Enklask
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! » , les docus de « Splann ! » , Goliaths, que ca...
Vizitează neapărat site-ul podcastului și susține-i creatorul: podcast.splann.org
Autor
Splann ! Enklask
Categorie
Site-ul podcastului
Cel mai nou episod
21 nov. 2026
Unde asculți?
Podcasturi în aplicație Replaio Radio În curândPodcasturile ajung în curând în aplicație. Instaleaz-o acum și fii primul care descoperă o abordare complet nouă a podcasturilor
Episoade
Douaroù dindan ar statud ENS 'ba Sant-Malou zo lakaet dindan pestisisdoù, Radio Breizh 21.11.2026 3:22
E Bro-Frañs e vez kavet andreadoù a vez graet Espaces Naturels Sensibles deuzhouto, pe ENS. Takadoù naturel protejet int : koadeier, lanneier, geunioù pe c’hoazh tevennoù peurvuiañ. Lod a zo bet prenet gant an departamantoù ha d’an departamantoù eo d’ober war o zro atav. E Bro Sant-Malo ‘vez kontet war-dro 600 hektar douaroù klaset e-giz ENS hag ar pep brasañ a vez labouret gant labourerien-douar....
Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3 16.11.2026 14:13
Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù pellañ. En div lodenn gentañ hon eus klevet penaos e vefe tapet tachenn tamm ha tamm get un tu muioc’h killstourmer ag an iliz, er Mor-Bihan. Klevet hon eus ivez petra eo talvoudegezhio...
Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3 09.11.2026 15:59
Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened. E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar virourien vrudetañ er relijion gatolik e Breizh. Diwar-goust al luskadoù araokaour e-barzh e Iliz. Da skouer, bras eo levezon an abad Fagot, a oa bet beleget e miz Kerzu 2012 gant an Aotro...
Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33 04.11.2026 14:57
Petra zo nevez hervez Splann ! e miz Here ? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann ! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif Dastumet evidoc’h Ur “guichet unique” evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset 1000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper Sec’hor e Penn-ar-Be...
Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3 02.11.2026 59:26
Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires” talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwengolo 2026 e vode tro 2.000 a dud. Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm gant ar c’hazetenner dizalc’h, diazeze...
En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG 07.10.2026 43:48
E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ». Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X...
Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32 30.09.2026 10:20
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Splann ! Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro Dastumet evidoc’h Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69. Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get...
Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31 21.09.2026 12:31
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Distro-skol diwezhañ evit kreizenn Kerliver e Hañveg ; Lakaet fall ar Veajourien ‘gaoz d’an diouer a rakwel àr an hin ; Dastumet evidoc’h Bannieloù JA hag FDSEA staget àr dorioù-porzh ar lazhti Socopa e Gwengamp ; Emrenerezh a-fed boued: ankiet eo ar c’honf ha Kevre ar labouriz...
Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn 20.09.2026 7:40
Reuz zo atô en-dro d’ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet ‘zo bet d’an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d’ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ ’zo bet lakaet war-wel penaos ’zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent . Ur wech all c’hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media br...
Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30 28.06.2026 13:46
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ; Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger . Dastumet evidoc’h Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ; Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ; Jiboes d’arar veganed...
Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned 31.05.2026 50:32
En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025 . Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’he...
Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29 26.05.2026 15:09
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Feulster er parkeier » get Nicolas Legendre, da welet en replay àr France TV hag un atersadenn get ar c’hazetenner da lenn àr lec’hienn « Splann ! » ivez ; An demokratelezh e park-mor an Iroise : ken bresk evit ar vevliesseurted ? Dastumet evidoc’h Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’h...
Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2 24.05.2026 22:20
Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! » . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartenno...
Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2 17.05.2026 23:25
Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù. Ar sizhun-mañ e lak Caroline Tro...
Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh 17.04.2026 2:22
E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh. E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask...
Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28 07.04.2026 15:32
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh ; Mengleuz breton Imerys : skuilhet eo bet produioù kimikel, kelaouet eo prokulor ar Republik Sant-Brieg ; Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence . Dastumet evidoc’h PFAS : eus an uz...
Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27 16.03.2026 16:11
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù . Dastumet evidoc’h 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e...
Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26 06.02.2026 14:05
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? Saotradurioù chanterioù bagoù e Sant-Nazer . Dastumet evidoc’h Ospital publik versus liesklinikenn prevez: ar c’hograd e Lannuon àr operatadennoù an dijestif ; An Naoned: kerbenn ar reakosferenn e Breizh ? Wikipedia: liam...
Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25 17.01.2026 17:42
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Dilennadegoù ti-kêr: Yazim Yenier, an danvez dilennad a surf àr an disurañtez ; Brasaat Tachenn Avel vor: testeniet en dehe korespondant ur gazetenn lec’hel a-enep d’ar stourmerien enep ar raktres . Dastumet evidoc’h Feulster an tu dehoù-pellañ e Brest ; Saotradur ar stêr Tromo...
Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed... 15.12.2025 3:45
Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant . Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann !...
Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24 09.12.2025 19:06
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Tenn an aergelc’h e Krahon (29) etre ar mare hag an tu-enep ; Stad Brest Arkea Park : testeni an hini a laboure get maer Brest . Dastumet evidoc’h Extinction Rebellion aloubet ? Ouest-France àr hent ar strizhder ekonomikel. Kounar bras an dud e bro Tunizi enep uzinoù (reoù a zo...
Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23 15.11.2025 18:38
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Atlantic ’Eau, ar sindikat dilennidi ha dilennadezed a stourm evit kalite an dour e dep. Liger Atlantel . Enklask nevez àr The Land. Streset bras ar gelennerienezed àr ar c’hampus « kentañ gouestlet d’ar vuhez àr ar maez en Europa » … Dastumet evidoc’h Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, ge...
Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch ! 14.11.2025 40:41
Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...
Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch ! 10.11.2025 35:27
Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...
Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh 27.10.2025 4:06
E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh . Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjail...
Replaio nu este editorul podcasturilor; numele emisiunilor, coperțile și materialul audio aparțin autorilor lor și sunt distribuite prin fluxuri RSS publice