Splann ! Enklask
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! » , les docus de « Splann ! » , Goliaths, que ca...
Author
Splann ! Enklask
Category
Podcast website
Latest episode
Jun 28, 2026
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30 28.06.2026 13:46
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ; Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger . Dastumet evidoc’h Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ; Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ; Jiboes d’arar veganed...
Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned 31.05.2026 50:32
En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025 . Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’he...
Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29 26.05.2026 15:09
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Feulster er parkeier » get Nicolas Legendre, da welet en replay àr France TV hag un atersadenn get ar c’hazetenner da lenn àr lec’hienn « Splann ! » ivez ; An demokratelezh e park-mor an Iroise : ken bresk evit ar vevliesseurted ? Dastumet evidoc’h Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’h...
Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2 24.05.2026 22:20
Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! » . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartenno...
Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2 17.05.2026 23:25
Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù. Ar sizhun-mañ e lak Caroline Tro...
Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh 17.04.2026 2:22
E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh. E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask...
Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28 07.04.2026 15:32
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh ; Mengleuz breton Imerys : skuilhet eo bet produioù kimikel, kelaouet eo prokulor ar Republik Sant-Brieg ; Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence . Dastumet evidoc’h PFAS : eus an uz...
Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27 16.03.2026 16:11
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù . Dastumet evidoc’h 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e...
Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26 06.02.2026 14:05
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? Saotradurioù chanterioù bagoù e Sant-Nazer . Dastumet evidoc’h Ospital publik versus liesklinikenn prevez: ar c’hograd e Lannuon àr operatadennoù an dijestif ; An Naoned: kerbenn ar reakosferenn e Breizh ? Wikipedia: liam...
Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25 17.01.2026 17:42
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Dilennadegoù ti-kêr: Yazim Yenier, an danvez dilennad a surf àr an disurañtez ; Brasaat Tachenn Avel vor: testeniet en dehe korespondant ur gazetenn lec’hel a-enep d’ar stourmerien enep ar raktres . Dastumet evidoc’h Feulster an tu dehoù-pellañ e Brest ; Saotradur ar stêr Tromo...
Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed... 15.12.2025 3:45
Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant . Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann !...
Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24 09.12.2025 19:06
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Tenn an aergelc’h e Krahon (29) etre ar mare hag an tu-enep ; Stad Brest Arkea Park : testeni an hini a laboure get maer Brest . Dastumet evidoc’h Extinction Rebellion aloubet ? Ouest-France àr hent ar strizhder ekonomikel. Kounar bras an dud e bro Tunizi enep uzinoù (reoù a zo...
Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23 15.11.2025 18:38
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Atlantic ’Eau, ar sindikat dilennidi ha dilennadezed a stourm evit kalite an dour e dep. Liger Atlantel . Enklask nevez àr The Land. Streset bras ar gelennerienezed àr ar c’hampus « kentañ gouestlet d’ar vuhez àr ar maez en Europa » … Dastumet evidoc’h Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, ge...
Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch ! 14.11.2025 40:41
Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...
Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch ! 10.11.2025 35:27
Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...
Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh 27.10.2025 4:06
E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh . Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjail...
Lizher-kelaouiñ : Un den tost da De Villiers e penn « Tout commence en Finistère » #22 13.10.2025 15:42
Da glevout, e lizher kelaouiñ Splann! e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Focus Un den tost da De Villiers e penn an ajañs Tout commence en Finistère ; Skolaj Sant-Pêr er Releg : ar rener bet, Yves Lae, tamallet dezhañ feulsterioù liesseurt ha torroù-lezenn arc’hant . Dastumet evidoc’h Tu-dehoù pellañ : « emgann an dilennadegoù ti-kêr » ; Distrujet eo emrenerezh labour-doua...
Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec'h ha reuz a bep tu #21 14.09.2025 17:26
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Focus Arz non grata er Releg-Kerhuon… Nullet eo ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, àr ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet àr an draezhenn ruz. “Kudennoù surañtez” a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz… Estroc’h a c’hellehe bout ; Concentrix devant la justice: harcèlement et humili...
Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin 10.08.2025 18:13
Selaouit diouzh ar reportaj war deiz ha bloaz « Splann ! » a zo bet lidet e Kastellin d’an 28 a viz Even war an abadenn Heklev an hañv , un abadenn savet gant Radio Breizh. Ar pennad kaoz a lak war wel labour splann hag an enklaskoù savet gant kazetennerien ha kazetennerezed ar media dizalc’h. Aterset eo bet Morgan Large, Caroline Trouillet, Kristen Falc’hon hag ivez an dud a oa war plas evit sela...
Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20 30.06.2025 13:06
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Neventioù « Splann ! » Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c'hig-moc'h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn. Doéré arall Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr...
Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc 14.06.2025 3:25
Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien . Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask ha...
Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh 13.06.2025 2:06
Feulsterioù korf ha revel zo bet ‘ba Lise Itron Varia Kreisker ‘ba Kastel-Pol. C’hoarvezet int dreistholl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 evel ar pezh a oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann ! . Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho evel ar pezh a zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz zo bennaket. Klevet komz eus...
Respont a ra Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! » 09.06.2025 3:49
Nullet eo bet ar c’hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c’hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel’Up hag Inaporc . Kaset eo bet Splann ! d’ar lez-varn a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons » a zo bet skrivet gant Kristen Falc’hon a zo kendiazezer media dizalc’h ha Breizhad « Splann ! » ha gant Inès Léraud...
Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19 13.05.2025 13:09
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù. Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak tr...
Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh 05.05.2025 3:28
Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann ! . Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag...
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.