Splann ! Enklask
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! » , les docus de « Splann ! » , Goliaths, que ca...
Author
Splann ! Enklask
Category
Podcast website
Latest episode
Jun 28, 2026
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18 01.04.2025 14:22
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann ! amañ. Dastumet evidoc’h Lazhet eo bet gant ar bezhin glas… Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas...
Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17 05.03.2025 15:27
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez. Dastumet evidoc’h : Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret...
Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16 05.02.2025 14:02
Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Fokus: Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas Dastumet evidoc’h: Tammoù plastek war an traezennoù Klemm a ra an FN...
Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15 13.01.2025 12:44
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧 Fokus : Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ? Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez...
War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! » 31.12.2024 1:56
An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. Gant France Bleu Breizh Izel eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : R...
Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh 23.12.2024 3:54
Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙 El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys , en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Pea...
Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh 19.12.2024 3:24
Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel. Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys. Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! » . Displegadennoù g...
[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14 12.12.2024 10:54
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧 Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh. Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded… Piv evit kemer pla...
Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13 14.11.2024 2:20
Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal… Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goa...
Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12 07.10.2024 2:35
Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war hol lizher kelaouiñ, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh. Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kre...
Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3 25.09.2024 14:15
Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann...
Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2 24.09.2024 17:22
Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud. Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se. Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int...
Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1 23.09.2024 19:06
Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Es...
[TEASER] Essure : implantoù pistrius e korf ar merc'hed 10.09.2024 0:46
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘neus kavet anezhañ. Dizoloit teir lodenn hon enklask dre un abadenn hir savet...
Lizher-kelaouiñ : liesseurt a-walc'h eo ar mediaoù gouestlet dal labour-douar ? #11 10.09.2024 2:32
Evel bep miz e vo aet pelloc’h war ur sujed eus lizher-kelaouiñ « Splann ! » hag ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar mediaoù gouestlet d’ar beizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ? N’eo ket abalamour ma vez kalz eus un dra e vez kavet liesseurted. 140 kazetenn gouestlet d’ar beizanted a zo e Frañs ha darn vrasañ anezho a lak war wel un doare labour-do...
Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer 07.09.2024 3:12
Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant « Splann ! » bremaik . Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n’eo...
« Pegement e koust un enklask », Kristen Falc'hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel 21.08.2024 1:12
Kristen Falc’hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skr...
Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez 21.08.2024 55:15
Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war...
« Diaes-kenañ eo staliañ peizanted nevez », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh 21.08.2024 3:25
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023 evit kinnig an enklask nevez diwar-benn an tachennoù labour-douar. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enkla...
« Un toull-bac'h aour eo ar C'hooperl », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh 21.08.2024 3:16
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e...
« Ur wech er C'hooperl eo diaes-tre mont kuit », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened 21.08.2024 26:31
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skriv...
« Reiñ argant da Splann evit ur chazetenniñ pizh ha dizalch », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh 21.08.2024 2:02
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh d’an 15 a viz a C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg...
« A-wechoù n'eus ket amzer gant kazetennerien ar vro evit furchal », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro France Bleu Breizh Izel 21.08.2024 1:38
Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Joan Bizin war France Bleu Breizh Izel d’an 15 a viz C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Laboure...
« Lañsañ enklaskoù dizalc'h e Breizh », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh 21.08.2024 9:00
Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh d’an 17 a viz C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e...
Lizher-kelaouiñ : kondaonet ar Stad evit afer ar bezhin glas #10 05.08.2024 2:57
Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Gwenvaël Delanoë (Radio Kreiz-Breizh). 🎧 Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-doua...
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.