Heklev Podkast
Tourmant
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?
Author
Heklev Podkast
Category
Podcast website
Latest episode
Jun 23, 2026
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Boulc'hurun 10 Chan Bohec 23.06.2026 16:56
Chan Bohec a felle dezhi bezañ martolodez er morlu, evel he zad hag he zad-kozh. Met er morlu ne oa ket plas evit ar merc’hed. Pa erru an eil brezel bed ez eus ezhomm eus pep hini a oar tennañ gant ur fuzuilh, distruj hentoù-houarn pe fardañ bombezennoù ! Dont a raio Chan da vezañ bombezerez neuze !
Boulc'hurun 09 Jozefin Pennkalet 16.06.2026 16:16
Divouzellañ, dibennañ, didroc’hañ ar sardin, fritañ anezho hag o lakaat er boestoù-mir, noz ha deiz : setu labour Jozefin, a zo micherourez en ur fritur e Douarnenez. Start-kenañ al labour, evit ur gopr izel-kenañ. Hag hiziv eo bet nac’het eo bet gant ar pennoù-bras paeañ pemp real an eur. Ne chom nemet un diskoulm evit ar pennoù sardin : an harz-labour !
Boulc'hurun 08 Marie Kerstrat 09.06.2026 17:49
Dedostait tudoù kaezh, deuit da arvestiñ un abadenn eus ar re souezhusañ ! Dirak o taoulagad sabatuet e vo lakaet ar skeudennoù da fiñval ! Treuzet eo bet ar meurvor Atlantel gant Maria Kerstrat hag he mab Herri, betek Amerika. En o malizennoù ez eus ur mekanik burzhudus, prenet digant ar vreudeur Lumière. Gantañ e kasint an abadennoù sinema kentañ e kêriadennoù Kanada. Met o zroioù-kaer ne reont...
Boulc'hurun 07 Anna Dieuleveut 02.06.2026 16:10
D’an abourzhaj, mignoned ! Taolit ar grapinelloù ! War enez ar Vaot emaomp, kêr-benn ar vorlaeron e-kreiz ar mor Karib : ul lec’h dañjerus-tre. Met morlaer ebet ne ra aon da Anna. Pa vez lazhet he gwaz gant ar flibuster Lorañs De Graaf e kemer he fistolenn evit gervel anezhañ d’an duvell. Met an istor ne dremeno ket evel ma soñj dezhi… na d’an istorourien !
Boulc'hurun 06 Natali Lemel 26.05.2026 18:16
Ah, Pariz ! Kêr-benn ar gouleier hag ar sklêrijenn, ar skiantoù ha gwirioù mab-den… Fin, evit ar re binvidik ! Rak ar re baour a rank labourat dizehan evit gounit o zamm bara… Pe mont da vervel er brezel a-enep d’ar Prus. Met cheñch a raio penn d’ar vazh, rak emañ dispac’h bras kumun Pariz o tont, ha Natali ne chomo ket da walc’hiñ loeroù he gwaz !
Boulc'hurun 05 Helena Jegado 19.05.2026 18:07
Arrouik, Arrouik, Arrouik… Krennit, tud kozh ha yaouank, paour ha pinvidik ! Rak emañ karrigell Helena o tostaat. Hag e lec’h ma tremen e varv an holl, pe dost ! Petra eo sekred ar geginerez ? Perak ez eus kement a dud marv tro-dro dezhi ? Ha dreist-holl : petra a vez lakaet ganti e-barzh ar soubenn ?
Boulc'hurun 04 Konstanza 12.05.2026 17:22
Ma ho peus divskouarn da glevet, Istor Konstanza, Dugez Breizh ! Ha n’eo ket aes bezañ un dugez er grennamzer… Etre roueed Bro-Saoz, he gwaz Ranulf, hag an droubadourien torr-penn, he deus stourmet Konstanza a-hed he buhez evit kavout he flas... Ha ren he buhez hag an dugelezh evel ma felle dezhi !
Boulc'hurun 03 Vefa Sant Per 05.05.2026 17:52
7 vloaz eo Vefa pa glask tec’hout kuit eus kastell he zud, evit mont da vousig war ul lestr-karg. C’hwitet eo ar wech-mañ, met un dra zo sur : ober a raio tro ar bed ! Hag evit-se e rank, da gentañ, chom hep dimeziñ… Dibosupl evit ur plac’h eus an noblañs. Penaos ober neuze ? Ma, gant sizailhoù evel-just !
Boulc'hurun 02 Anita Conti 28.04.2026 17:07
Sot eo Anita gant pep tra a den eus ar mor. Pa vez kinniget dezhi labourat war ar vag oseanografek kentañ, ne c’hell ket nac’hañ ! Kregiñ a ra ur vuhez leun a veajoù war bigi pesketa, etre yenijenn ar Greunland ha morioù tomm Afrika. Eus ar chaluterioù betek ar saloñsoù chik, e teu en-dro ar memes goulenn : penaos gwareziñ ar mor hag ar pesked ?
Boulc'hurun 01 Janed Belleville 21.04.2026 16:26
Kabiten ! Bigi war vabourzh ! Kouc’hoù du, gouelioù ruz, hag e penn uhelañ ar wern vras, ur banniel ruz gant ul leon arc’hant. Tri mil diaoul ruz, setu Janed Belleville, leonez Breizh, o tont ! Penaos eo deuet baronez Klison da vezañ brasañ enebourez roue Frañs ? Pignit e-barzh, martoloded, hag e vo kontet pep tra deoc’h !
Tourmant : Rann 16 08.01.2026 24:26
C’hoari a ra ar strollad Serr-noz evit ar wech ziwezhañ, dirak annezidi an enezenn. Felix a c’hoari tudenn ar Roue Lear, ha Metig tudenn Kordelia, merc’h ar roue. Brav eo an amzer en-dro, dieubet int holl. Mont a reont gant o hent en-dro, treuzfeurmet pep hini anezho gant an tourmant. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justi...
Tourmant : Rann 15 06.01.2026 20:56
Didrouz eo an enezenn. Bev eo Felix. Bale a ra war-zu ar sal-liesimplij dindan un heol splann. Petra ‘lâro da v. Metig ? Perak ‘ta zo bet kuzhet dioutañ en doa ur verc’h e-pad keid-all amzer ? Gant Fred ha Naig en e-gichen e kavo Felix nerzh da zigeriñ ar jarl-ludu ha da gimiadiñ diouzh e vamm, Soaz. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle...
Tourmant : Rann 14 01.01.2026 18:03
Kouezhet eo Felix diwar an tornaod. Fuloret bras eo ar mor met daoust d’ar boan o flemmañ e gorf e teu Felix a-benn da gavout goudor e mougev beg Kadoran. Eñvorennoù e vugaleaj, huñvreoù tadelezh ha soñjoù du en em vesk en e spered. Ha dreist bevañ a raio Felix d’ar gorventenn ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Mor...
Tourmant : Rann 13 30.12.2025 17:13
Adkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en avel foll. Azezet war o gweleoù-kampiñ e kont Naig, Lan ha Fred o eñvorennoù brav asambles gant Felix hag ar gompagnunezh. Peseurt eñvorennoù a chomo gant Metig ma vo lonket he zad gant ar gorventenn ? Un heuliad ijinet ha...
Tourmant : Rann 12 25.12.2025 15:36
Nullet eo an abadenn c’hoariva abalamour d’ar gwallamzer. Metig, Lan, Fred, Naig ha Felix a zo c’hortoz e tremenfe ar gorventenn v. Boris pa erru ar fliked er sal-liesimplij. Implijet e vo ar sal evit adlojañ tud an enezenn betek ma vefe tremenet ar gorventenn. O welet ar fliked e koll Felix e skiant-vat. Perak ‘ta e klask Felix achap kuit ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thom...
Tourmant : Rann 11 23.12.2025 19:02
Evit ar wech kentañ e kont Valérie hec’h istor gant Felix d’he merc’h. Penaos ha pelec’h o deus graet anaoudegezh. Trubuilhet eo Metig gant ar pezh a glev. Ha Felix a seblant bezañ kollet e skiant-vat gantañ c’hoazh. Ne oar ket petra soñjal ken. Ha lârout a raio Metig piv eo-hi da Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Ju...
Tourmant : Rann 10 18.12.2025 16:58
O treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet gant Naig, Fred ha Lan. N’eus den prest ebet ken da stourm gantañ. Tapet en e dourmant n’eo ket Felix evit klevet emañ ar gorventenn o tostaat. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambl...
Tourmant : Rann 9 16.12.2025 20:33
Kounnaret eo Metig a-enep he mamm a chom direspont e-tal he goulennoù hag a-enep Felix abalamour d’e droioù-kamm a lak an dud da vezañ en disfiz outañ. Stanket eo war an enezenn abalamour d’ar gorventenn. Ne c’hell ket tec’hout kuit. Oc’h eskemm gant Lan e tizoloio Metig ur prantad eus buhez he zad. Ha perzhioù mat a vefe gant Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloar...
Tourmant : Rann 8 11.12.2025 20:47
Pep tra zo ‘treiñ da fall en-dro da Felix : kollet eo Kiki ar c’hi, goullo eo kef ar gompagnunezh hag ar gorventenn v. Boris a vo o c’hwezhañ kreñv war an enezenn a-benn nebeut. Emañ Felix o vont donoc’h-donañ el lagenn evit klask saveteiñ ar gompagnunezh c’hoariva. Peur ‘ta e tihuno ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justi...
Tourmant : Rann 7 09.12.2025 17:19
Tamm-ha-tamm e kav Metig plijadur o vezañ gant tud Serr-noz. Aes eo dezhi eskemm gant Fred, teknisian-son ar strollad abaoe an deroù. Gantañ e klask Metig kompren gwelloc’h istor he zud. Met ret eo dezhi chom war-evezh ma ne fell ket dezhi na vefe dizoloet ar wirionez gant ar strollad. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Just...
Tourmant : Rann 6 04.12.2025 17:30
Goullo eo ar c’hef ha ne gred ket Felix, leurenner ar gompagnunezh Serr-noz, lavaret kement-mañ d’ar re all. Ha kavout a raio-eñ nerzh da lâret ar wirionez ? Ha soñjal a ra dezhañ ez aio d’ar strad da heul ar gompagnunezh ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan C’ho...
Tourmant : Rann 5 02.12.2025 20:34
Emañ ar gorventenn v. Boris o tostaat ouzh an enezenn. E-keit-se emañ komedianed ar gompagnunezh Serr-Noz o pleustriñ, hag o klask mennozhioù da c’hoari diginkladur ha diwiskamant. Displijet eo Metig gant doareoù Felix, al leurenner. Ha graet he deus mat mont war roudoù he zad dianavezet ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves,...
Tourmant : Rann 4 27.11.2025 22:49
Nec’het eo Felix, n’eo ket erru kinkladurioù ar gompagnunezh war an enezenn ha Bernard, merour ar strollad, na respont ket ouzh ar pellgomz. Petra ‘c’hoarvez ? Oc’h ober freuz-stal ‘vefe ar gompagnunezh ? Ha Naig, peseurt santimantoù a vag-hi evit Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loei...
Tourmant : Rann 3 25.11.2025 21:01
Degemeret eo ar strollad-c’hoariva Serr-noz gant Marie, perc’hennez ar B&B ‘lec’h ma lojont holl war an enezenn. E-kerzh an nozvezh-degemer e ra Metig anaoudegezh gant komedianed ar strollad : Naig ha Lan. Digeriñ a ra Metig he c’halon e-pad an nozvezh met n’he deus ket c’hoant da vont re bell ganti. Petra ‘fell dezhi kuzhat ouzh ar strollad ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha...
Tourmant : Rann 2 20.11.2025 18:57
War bourzh ar vag e ra Felix Le Corre, leurenner ar strollad c’hoariva, anaoudegezh gant Metig, ar gomedianez yaouank nevez dibabet evit c’hoari perzh Kordelia. Kendrec’het e seblant bezañ gant an dibab. Met strafuilhet mat eo Felix. Petra ‘zo kuzhet gantañ e-barzh e sac’h ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan,...
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.