Heklev Podkast

Tourmant

Society BR ↓ 45 episodes

Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?  

Author

Heklev Podkast

Category

Society

Podcast website

www.podcastics.com

Latest episode

Jun 23, 2026

Where to listen?

Podcasts in the app Replaio Radio Coming soon

Podcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts

Get it on Google Play Install for free Android 5M+ downloads · 4.8 rating iOS soon

Episodes

Tourmant : Rann 1 30.10.2025

Petra ‘zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? Deomp war-gil asambles gant Metig a-benn klask kompren. Metig a zo ur gomedianez yaouank. Ar wech kentañ e vo dezhi labourat gant ar strollad-c’hoariva Serr-noz. Gante ez aio-hi betek an enezenn da c’hoari ar « Roue Lear » skrivet gant Shakespeare. Met petra eo deuet Metig da glask er strollad Serr-noz a-benn ar fin ?   Un heuliad i...

Tourmant - Bomm 30.10.2025

Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da-se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm ha tamm e za ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war un dro live ar skoilhoù lakaet war...

Ar Vastardez 01 Kerlaran 15.08.2024

Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat e atant Kerlaran, e-kichen Lesneven, evit bezañ matez en un tiegezh. Distroet eo mab Kerlaran d'ar gêr, Feliz, soudard e bro Marok. Kroget eo kalon Ivona da lammat pa oa deuet poent kimiadiñ. Skrivet gant Yann-Vadezour Laga...

Ar Vastardez 02 Feliz hag an Eost 15.08.2024

Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ d’e rejimant e Afrika. En em ziskleriañ a reont o c’harantez an eil evit egile an devezh a-raok ar c’himiadiñ hag e reont ar garantez. Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Ble...

Ar Vastardez 03 Al lizhiri 15.08.2024

Feliz a skriv lizhiri da Ivona. Hi ne c’hell ket respont rak ne oar ket skrivañ ha mezh bras he deus. Dont a ra ar vatez da gaout poan gof, da richetiñ a daol-trumm. Goude ur fallaenn er park e krog an dud da spurmantiñ ez eus traoù nevez ganti. Fulor bras ‘zo krog e mestrez an ti. Gourdrouzet eo Ivona, kunujennet ha dispriziet, o vezañ m’eo ur « plac’h a vuhez fall ».Skrivet gant Yann-Vadezour La...

Ar Vastardez 04 Planedenn griz 15.08.2024

Ar bennhêrez a glask kuzhat eo he mab « kablus » da vezañ bet un darempred reizhel gant Ivona e diavaez ar stad a briedelezh. Lakaat a ra an dud da grediñ ez eo Dominig an tad, ar mevel a 50 vloaz. Rediañ a ra Ivona da vont da vevañ gantañ en e di. Un devezh e teu an aotrou maer hag ar person betek Kerlaran da gemenn ez eo bet lazhet Feliz e bro Marok. Difennet e vez da Ivona gant ar bennhêrez mon...

Ar Vastardez 05 Añjela 15.08.2024

Genel a ra babig Ivona, anvet Añjela. Goulenn a ra Ivona gant z/Dominig bezañ he zad-paeron. Ar beleg a nac’h badeziñ ar c’hrouadur e-pad an deiz peogwir eo bet koñsevet er pec’hed. Distreiñ a ra korf Feliz da Sant-Nenven. Adkavout a ra Ivona he c'haredig. Dont a ra ur soudard da gemenn da Ivona komzoù diwezhañ Feliz er Marok. Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonere...

Ar Vastardez 06 Ar c'hleñved-uz 15.08.2024

Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « vastardez ». Klañv e teu he mamm Ivona da vezañ. E-pad mizioù en em led ar c’hleñved enni muioc’h mui, betek ma kollfe tamm ha tamm he nerzh. Dont a ra beleg hag e c'houlenn diganti anzav he fec’hed ur wech c’hoazh. Mervel a r...

Ar Vastardez 07 An Drask, al Louarn, an Avalaouer hag ar Purgator 15.08.2024

Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da drubuilhañ Añjela. En em c’houlennata a ra diwar-benn he mamm, daoust hag er purgator e vefe abalamour d’he ferc’hed yaouankiz ?Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Seve...

Ar Vastardez 08 Ar velo hag ar mor 15.08.2024

Barrek-tre eo Añjela er skol, evit brasañ lorc’h he faeron, Dominig. Dibabet e vez Añjela evit ober al lennadenn en iliz da vare he fask kentañ, un enor bras eviti. Prenet e vez dezhi ur velo gant Dominig, ha graet gouel dezhi, evit kalonekaat anezhi. Mont a reont o zaou da bourmen war vord ar mor evit dizoloiñ bro c'henidig Dominig. Kontañ a ra dezhi istor e familh dezhañ. Skrivet gant Yann-Vadez...

Ar Vastardez 09 Ar gouent 15.08.2024

Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant a...

Ar Vastardez 10 San 15.08.2024

Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n'eo ket hi amourous. Tommañ a ra ouzh ur paotr all, San, ur pesketaer eus ar vro. San en deus plijet dezhi diouzhtu. Klevet a ra kerent San ez eo Añjela ur vastardez bet seurez. Divizout a reont asantiñ eured o mab gant Añjela memestra. En em reiñ a ra A...

Ar Vastardez 11 Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ 15.08.2024

Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured dirak an holl, hag eüruzamant ne vez ket gwelet kof Añjela o rontaat c’hoazh. Genel a ra ar babig evit brasañ levenez ar c’houplad ha badezet a galon vat gant beleg nevez ar barrez, un den hegarat anezhañ ha mennozhioù modern ga...

Ar Vastardez 12 An ti-kêr 15.08.2024

Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim war-lerc’h e c’houlenn an aotrou maer ganti bezañ war e listenn evit an dilennadegoù, barrek ha speredek ma ‘z eo. Tud al listenn enep a grog d’ober goap, da lavaret ez eo Añjela un divroadez, ur vastardez, bet seurez ouzhpenn...

Donvor 01 - Pegeit o do ezhomm da bareañ ? 23.02.2024

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...

Donvor 02 - Ur bed splujet en noz nukleel 23.02.2024

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...

Donvor 03 - Dindan hon treid e vefe eus ar c'heneliezh c'hoazh ? 23.02.2024

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...

Donvor 04 - Levrioù ken niverus ken ne c'heller ket o lenn 23.02.2024

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...

Donvor 05 - Bez 'zo ac'hanon peogwir zo deus egile 23.02.2024

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...

Donvor 06 - Don a zo du-hont 23.02.2024

Listen to the Tourmant podcast in Replaio

Radio and podcasts in one app - free, with no sign-up. Install today and do not miss the launch

Get it on Google Play

Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.