Manon Deniau
Lenn, son ha c’hoari
Littérature, conte, théâtre et musique en breton. Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Avelioù ar bed, le festival qui apporte un nouveau souffle à Ploudalmézeau 21.04.2024 28:44
D'ar 26 ha d'ar 27 a viz Ebrel 2024 e vo gouel nevez Avelioù ar bed e Gwitalmeze, e Bro an Irwazh. Savet eo gant ar gevredigezh nevez krouet Eor gant 8 den yaouank eus ar vro. Fellout a rafe dezho reiñ lañs d'ar gumun, Gwitalmeze. Ar brezhoneg a vo lakaet war-wel e-pad daou zervezh leun a sonadegoù, fest-noz, baleadennoù, atalieroù dañs ha war ar brezhoneg... Gant Klervi Rouyer hag Anaïs Le Pape e...
Mystère & Boule de gomme, le spectacle en élaboration qui esquisse la création 14.04.2024 28:08
Etre an 8 hag an 10 a viz Ebrel e oa skipailh Le Studio Fantôme e residañs er sal Le Mac Orlan e Brest. O krouiñ emañ un abadenn hag a 'z euio er-maez a-benn ur bloaz, e 2025. O kontañ emañ peseurt mod 'vez krouet un istor, penaos choaz an tudennoù, ar sonerezh... N'eo ket echu an istor hag un istor o vezañ krouet dirak daoulagad an dud an hini eo. Gant ar muzisian ha komedian Klet Beyer hag ar go...
Le deuxième film de Guilvic Le Cam, "Alwena", ode à l'amour et à Brest 24.03.2024 29:58
D'an 2 a viz Ebrel 2024 e vo skignet film nevez Guilvic Le Cam, "Alwena", e sinema Lesneven evit mizvezh ar brezhoneg gant Daoulagad Breizh. Deuet eo Alwena en-dro e Brest ha cheñchet eo bet an traoù dibaoe eo aet kuit. O kaozeal emaomp gant Guilvic Le Cam en abadenn Lenn son ha c'hoari, eus ar pezh a blij dezhañ filmañ ha peseurt mod e vez mesket e vuhez dezhañ ha temoù e filmoù. Le nouveau film...
Seongwoo Kang écrit l'amour dans ses poésies 17.03.2024 28:49
Seongwoo Kang nous lit un de ses poèmes "Ode d'an tristidigezh" qu'il a écrit dans un de ses carnets de poèmes consacré à l'amour. Cet étudiant en master à l'université de Bretagne Occidentale (UBO) à Brest, originaire de la Corée du Sud, explique également sa passion pour la littérature et les langues en général, notamment le breton qu'il étudie depuis cinq ans. Studier war ar brezhoneg e skol-ve...
Seongwoo Kang écrit l'amour dans ses poésies 17.03.2024 28:49
Seongwoo Kang nous lit un de ses poèmes "Ode d'an tristidigezh" qu'il a écrit dans un de ses carnets de poèmes consacré à l'amour. Cet étudiant en master à l'université de Bretagne Occidentale (UBO) à Brest, originaire de la Corée du Sud, explique également sa passion pour la littérature et les langues en général, notamment le breton qu'il étudie depuis cinq ans. Studier war ar brezhoneg e skol-ve...
Le premier livre de Jakez Segalen et Chloé Garel-Delval, ode à la différence 10.03.2024 29:35
E 2021 o doa graet anaoudegezh Jakez Segalen ha Chloé Garel-Delval. Stajiad e kreizenn stummañ Roudour e Lesneven e oa an eil, stummerez e oa eben. Tamm ha tamm int deuet da vezañ mignoned ha graet o deus o soñj embann ul levr asambles, An dourvarc'h ha na ouie ket neuial, embannet gant An Alarc'h ha deuet er-maez e Miz C'hwevrer 2024. Istor Peskennig an hini eo, istor un dourvarc'h ha n'eo ket go...
La Cinémathèque de Bretagne propose une première projection de films en breton 03.03.2024 28:16
D'an 12 a viz Meurzh e vo skignet er sal La Pam e Brest daou film e brezhoneg, istitlet e galleg, diwar-benn ar skol : Yezh ar vezh savet gant Philippe Durand ha Diwan, Diwan, l’école maternelle en breton gant Patrick Prado. Miz Meurzh eo mizvezh ar brezhoneg hag ar wech kentañ eo da Warez Filmoù o kinnig 'se met ne vo ket ar wech ziwezhañ hervez Mevena Guillouzic-Gouret e-karg eus ar raktresoù e...
La fédération des chorales bretonnes Kanomp Breizh aspire à être mieux connue 25.02.2024 29:12
E 2004 e oa bet krouet kengevredigezh Kanomp Breizh evit bodañ al lazoù-kanañ a vez kavet e Breizh pemp departamant. Abaoe ar prantad C'hovid e 2020 eo chomet a-sav kalz a lazoù-kanañ ha diaes eo kaout renerien ha renerezed al lazoù-kanañ. Klask desachañ tud nevez, ar re yaouank dreist-holl, e klaskont. D'ar 16 a viz Meurzh e vo emvod-meur Kanomp Breizh e Sant-Ke-Porzh-Olued, e departamant Aodoù-A...
Heklev Podkast veut impulser la création de fiction audio en breton 18.02.2024 28:36
E Sant Kadou, e Penn-ar-bed, edo ar skipailh Heklev Podkast e studio streat ar skol evit enrollañ un istor faltaziek nevez da selaou. A-benn an nevez amzer e vo lakaet war o lec'hienn heklevpodkast.bzh. Warnañ e vez kavet istorioù evit ar re vihan hag ar re vras, krouet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Youl zo ganto evit krouiñ istorioù faltaziek nevez e brezhoneg abaoe fin 2022. L'équipe d'Hekle...
"Hiri", du kan ha diskan chanté par trois voix reconnues du Centre-Bretagne 11.02.2024 28:09
E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez ur bladenn nevez, "Hiri" hec'h anv, embannet gant Les musiques têtues. Teir mouezh mil-vrudet eus bed ar festoù noz o deus enrollet kanaouennoù kan ha diskan asambles : Youenn Lange, Erik Menneteau hag Erik Marchand. Desket o deus ar re gant egile. Blaz brezhoneg Kreiz Breizh a zo da selaou ha da zañsal war "Hiri" : gavotennoù (dañs tro), dañs vañch ha suite "tr...
"Hiri", du kan ha diskan enregistré par trois voix reconnues de Centre-Bretagne 11.02.2024 28:09
E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez ur bladenn nevez, "Hiri" hec'h anv, embannet gant Les musiques têtues. Teir mouezh mil-vrudet eus bed ar festoù noz o deus enrollet kanaouennoù kan ha diskan asambles : Youenn Lange, Erik Menneteau hag Erik Marchand. Desket o deus ar re gant egile. Blaz brezhoneg Kreiz Breizh a zo da selaou ha da zañsal : gavotennoù (dañs tro), dañs vañch ha suite "tro blavez" a...
Les surnoms du Pays Rouzig expliqués par Mikael Madeg 04.02.2024 29:35
E 2001 e oa deuet er-maez levr Mikael Madeg diwar-benn lesanvioù Kerne goude bezañ bet dastumet miliadoù a lesanvioù e Breizh-Izel digant ar re gozh tregont vloaz zo. Pedet eo bet ar skrivagner gant ar gevredigezh Brezhoneg Bro Rouzig da gaozeal diwar-benn al levr-mañ d'ar sadorn 10 a viz C'hwevrer 2024 da 10 eur vintin e levrdi La maison qui pousse e Kastellin. Goude merenn e vo gwelet er c'hlub...
Rencontre avec le chanteur, poète et inventeur de mots Louis-Jacques Suignard 28.01.2024 30:01
Un fest-noz se tiendra ce samedi 5 mars prochain au centre de découverte du son à Cavan en compagnie des familles Suignard et Lintanf. Nous sommes aujourd'hui avec Louis-Jacques Suignard pour discuter de ce fest-noz et nous en profitons pour parler de son "vrai travail" selon lui, celui de chanteur, poète et inventeur de mots en langue bretonne. D'ar Sadorn 4 a viz Meurzh e vo ur fest-noz e kreize...
Line Marnée, une chanteuse de Tremenac'h à (ré)écouter grâce à Dastum 21.01.2024 27:56
Aet e oa d'an Anaon Line Marnée e 2005 met kenderc'hel a ra da levezoniñ ar ganerien hag ar c'hanerezed a-vremañ gant he c'hanaouennoù desket gant he mamm-gozh peotramant war follennoù-nij. Gwerzhioù, rimadelloù, dañsoù round a veze kanet ganti. E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez pladenn nevez Dastum Bro-Leon diwar he fenn e-lec'h e vez mesket he c'han hag enrolladennoù kanerien nevez enrollet e-...
Sensibiliser à l'écologie sonore au centre de découverte du son 14.01.2024 27:04
"Ekologiezh ar son" eo tem sizhun ar son a zo ar bloaz-mañ etre an 15 hag ar 24 a viz Genver 2024 e Bro-C'hall hag en Europa. D'ar 24 e vo kinniget e kreizenn ar son e Kawan un atalier evit sevel ur mikro "piezo" hag ur brezegenn diwar-benn levezon ar son war ar plantennoù, ar mor hag an natur gant ar c'helenner e skol-veur An Oriant Laurent Vandanjon. Abaoe 30 vloaz e vez lakaet an dud, ar skolid...
"Ar Boufoun hag an Ozhac'h", le nouveau spectacle pour enfants d'An Daou Dangi 07.01.2024 29:06
Komedian eo an eil ha soner akordeoñs eo egile. Setu an daouad An Daou Dangi gant Tangi Merrien ha Tangi Le Gall-Carré. Abaoe 2018 e vez savet abadennoù evit ar vugale ganto. C'hoariva, sonerezh ha kontadennoù a vez mesket enno ha plijout a ra kalz d'ar vugale. Kinniget e oa bet gant Ti ar Vro Kemper ha d'an 11 a viz Kerzu 2023 e oa bet c'hoarieet evit ar wech kentañ o zrede abadenn, "Ar Boufoun h...
Les recueils de cantiques du centre spirituel Minihi Levenez réédités 17.12.2023 28:08
Daou levr kantikoù e brezhoneg a zo bet adembannet gant ar greizenn speredel Minihi Levenez, staliet e Trelevenez. Enno e vez kavet ar pozioù, ar skridoù muzik hag un alc'hwez USB evit deskiñ distagadur ar yezh. Lakaet e vez ar gaoz gant Annaig Le Coz, e-karg eus ar greizenn, war peseurt mod skrivañ kantikoù brezhoneg nevez ha penaos reiñ ar feiz d'ar re yaouank hag a gomz brezhoneg. Deux livres d...
Les recueils de cantiques du centre spirituel Minihi Levenez réédités 17.12.2023 28:28
Daou levr kantikoù e brezhoneg a zo bet adembannet gant ar greizenn speredel Minihi Levenez, staliet e Trelevenez. Enno e vez kavet ar pozioù, ar skridoù muzik hag un alc'hwez USB evit deskiñ distagadur ar yezh. Lakaet e vez ar gaoz gant Annaig Le Coz, e-karg eus ar greizenn, war peseurt mod skrivañ kantikoù brezhoneg nevez ha penaos reiñ ar feiz d'ar re yaouank hag a gomz brezhoneg. Deux livres d...
Les recueils de cantiques du centre spirituel Minihi Levenez réédités 17.12.2023 28:08
Daou levr kantikoù e brezhoneg a zo bet adembannet gant ar greizenn speredel Minihi Levenez, staliet e Trelevenez. Enno e vez kavet ar pozioù, ar skridoù muzik hag un alc'hwez USB evit deskiñ distagadur ar yezh. Lakaet e vez ar gaoz gant Annaig Le Coz, e-karg eus ar greizenn, war peseurt mod skrivañ kantikoù brezhoneg nevez ha penaos reiñ ar feiz d'ar re yaouank hag a gomz brezhoneg. Deux livres d...
Un réseau de conteurs et de conteuses s'établit en Bretagne 10.12.2023 29:33
A-viskoazh e plij d'an dud treuzkas ar brezhoneg o kontañ istorioù. Kontañ eo un arz hervez ar gonterez Fanny Chauffin. D'an 10 a viz Kerzu 2023 ez eus bet ur filaj kontadennoù aozet gant Ti Douar Alre ha Raok gant 25 den o kemer perzh en ostaleri Ti Devine's e Rostrenenn, en Aodoù-an-Arvor. Ur rouedad konterien ha konterezed a vo krouet dizale. Gant Fanny Chauffin e lakaomp ar gaoz war ar sujed-m...
La bibliothèque de la famille Miorcec de Kerdanet sera numérisée en 2024 03.12.2023 29:33
Azalek 2024 e vo komañset da vezañ numerizet levraoueg familh Miorcec de Kerdanet abalamour da deknikoù levraoueg Bro-C'hall, Bibliothèque nationale de France (BnF), e 2024. Ouzhpenn 1 200 levr zo bet roet gant ar familh Miorcec de Kerdanet, a-orin eus Lesneven. Enni ez eus dielloù, chañsonioù skrivet war follennoù-nij, archivoù prevez eus an XIXvet kantved ne vez ket kavet e lec'h all. Se zo kaoz...
La compagnie de théâtre amateur Strollad Kallag célèbre ses 30 ans 26.11.2023 28:00
E 1993, 30 vloaz zo, e oa bet krouet ar strollad c'hoariva amatourien, ar strollad Kallag, e Kallag en Aodoù-en-Arvor. Marie-Hélène Morvan a ra parti eus ar strollad-mañ abaoe ar penn-kentañ ha kontañ a ra deomp istor ar strollad . D'an 2 a viz Kerzu 2023 e vo c'hoarieet evit ar wech diwezhañ un abadenn digoust, ur pezh-c'hoari polis "Piv ? Penaos ? ha Petra ?" e sal gouelioù Kallag evit lidañ asa...
Kristian ar Braz veut fédérer les écrivains en langue bretonne 19.11.2023 29:16
Peseurt mod atizañ an dud da lenn istorioù e brezhoneg ? Ijinañ ur bed hag a c'hellfe bezañ gwir, tennet eus traoù hag a zo c'hoarvezet, eo ar pezh a vez kinniget gant ar skrivagner ha troer Kristian ar Braz ha dont a ra a-benn rak e gouel al levrioù Karaez 2023 e fin miz Here e oa aet ar maout gantañ evit priz ti-kêr Karaez an drede gwech gant an danevell "Penn ar Wern". Gant ar skrivagner Fulup...
Yann-Bêr Kemener présente le sixième livre de sa saga Arvorika 12.11.2023 28:43
O paouez embann e levr nevez emañ Yann-Bêr Kemener, "Na Doue na Mestr... Dishual ha digabestr". E saga Arvorika emañ al levr-mañ hag e 2018 eo bet komañset. Istor Yannig Tosser, ur pilhaouer yaouank, a vez heuliet. Aet eo da beskataer ha gant e vignonezed e klask cheñch penn d'ar vazh. Er bloavezhioù 1930 e erru an diktatouriezh en Europa. Ha tost 100 vloaz da c'houde e c'hoarvezo ar memes tra ? S...
"Au cas où l'Ankou", le concert qui modernise l'image de l'Ankou 05.11.2023 28:30
Ur skeudenn nevez eus ar marv a vo kinniget gant ar strollad La Coopérative 326. Ur sonadeg a vo kaset da benn gant ar c'haner Erik Marchand diwar-benn kanaouennoù ar marv, ar soner biniou Didier Durassier hag an delennerez Maëla Le Badezet. Koulskoude e vo klasket cheñch urzh an traoù gant ur c'hloun gwenn, Gramblanc, c'hoariet gant Jean Lambert-Wild. Hollvedel eo an tem-mañ memes ma 'z eo an Ank...
Similar podcasts
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.