Manon Deniau

Lenn, son ha c’hoari

Society FR ↓ 214 episodes

Littérature, conte, théâtre et musique en breton. Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.

Author

Manon Deniau

Category

Society

Podcast website

rcf.fr

Latest episode

Aug 25, 2025

Where to listen?

Podcasts in the app Replaio Radio Coming soon

Podcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts

Get it on Google Play Install for free Android 5M+ downloads · 4.8 rating iOS soon

Episodes

Un après-midi en immersion au Centre Breton d'Art Populaire à Brest (rediff) 25.08.2025

Kentelioù violoñs, piano, akordeoñs ha kentelioù a-stroll a vez kinniget gant Kreizenn an arzoù pobl. O pourmen omp bet en hentenn Brest, staliet e karter Sant-Varzhin, ha kaozeet hon eus gant 3 studierez, Erell hag a zo krog gant ar violoñs, Anna gant ar piano hag Arganthael gant ar violoñs, hag ar gelennerez piano ha renerez bet, Agnès Dauneau. D'an 28 a viz Meurzh e kemero perzh ul lodenn eus a...

Line Marnée, chanteuse de Tremenac'h à (ré)écouter grâce à Dastum (rediff) 04.08.2025

Aet e oa d'an Anaon Line Marnée e 2005 met kenderc'hel a ra da levezoniñ ar ganerien hag ar c'hanerezed a-vremañ gant he c'hanaouennoù desket gant he mamm-gozh peotramant war follennoù-nij. Gwerzhioù, rimadelloù, dañsoù round a veze kanet ganti. E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez pladenn nevez Dastum Bro-Leon diwar he fenn e-lec'h e vez mesket he c'han hag enrolladennoù kanerien nevez enrollet e-...

Heklev Podkast veut impulser la création de fiction audio (rediff) 28.07.2025

E Sant Kadou, e Penn-ar-bed, edo ar skipailh Heklev Podkast e studio streat ar skol evit enrollañ un istor faltaziek nevez da selaou. Lakaet eo war o lec'hienn heklevpodkast.bzh. Warnañ e vez kavet istorioù evit ar re vihan hag ar re vras, krouet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Youl zo ganto evit krouiñ istorioù faltaziek nevez e brezhoneg abaoe fin 2022. L'équipe d'Heklev Podkast était en train...

Rencontre avec Bernez Tangi, le chien fou de la poésie (rediff) 14.07.2025

D'an 8 a viz Meurzh 2025 e vo kinniget ul lennadenn gant Bernez Tangi, barzh, livour ha kaner, hag Aziliz Bourgès e L'Autre Rive e Berrien da 6 eur noz. Lenn a raio barzhonegoù e yaouankiz e brezhoneg hag ar gomedianez a lenno an troidigezhioù e brezhoneg. Asambles gant Alan Madeg ouzh boest an diaoul e vint. O kaozeal eus 'se emaomp asambles hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari. Kaoz zo ivez eus...

Erwan Le Pipec étudie le breton appris à l'école (rediff) 07.07.2025

En ur c'hlas en ur skol divyezhek er Mor-Bihan eo bet Erwan Pipeg, kelenner klasker e skol-veur Brest (UBO), evit studial skeudenn live brezhoneg ar vugale. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz ez a d'ar skolioù en hentennoù divyezhek ha mestr eo bet en ur skol ivez. En e levr nevez embannet e Miz Kerzu 2024, Quel breton parle-t-on à l'école ?, gant L'Harmattan en deus studiet brezhoneg kaozeet, lennet ha skri...

"Mouez Breiz", le livre qui rend hommage à la maison de disque quimpéroise 29.06.2025

Er bloavezhioù 1950 e oa brudet-tre Mouez Breiz, ul label viniloù hag a oa e kroc'hu Kemper. Lañset ez eus bet ur bern arzourien a-drugarez da vMouez Breiz : Alan Stivell, Loeiz Ropars, Polig ha Saïg Montjarret... Gant Dastum Bro Dreger e oa bet embannet al levr Mouez Breiz, l'invention du disque breton e Miz Gwengolo 2023. Ur vinil vihan, peder kanaouenn enni, zo e-barzh. O lakaat ar gaoz war an...

Mieux comprendre le français teinté de breton et de gallo avec Jean Lecoulant 22.06.2025

"A-dreuz", "fest noz", "envoyer les enfants à l'école"... Alies e vez klevet 'se pa vez kaozeet gant ar Vretoned. Eus pelec'h e teu ar "bretonnisme"-se ? Petra zo kaoz ? "En français ça se dit comme ça !", setu anv ul levr skrivet gant Jean Lecoulant, sot gant ar yezhoniezh, ha Ronan Calvez, kelenner war ar yezhoù hag ar brezhoneg e skol-veur Brest (UBO). E Miz Mae 2024 eo bet embannet gant Le Rob...

Le duo Emezi va enflammer l'été avec son nouvel album "30°" (rediff) 15.06.2025

E 2019 e oa bet lañset an daouad Emezi en Taol-Lañs er Gouel broadel ar brezhoneg e Langoned. Dibaoe ez eus bet un EP, "Tentadur", hag an eil pladenn a vo kavet er stalioù d'ar 27 a viz Even. "30°" eo an anv. Kanaouennoù da zañsal evit lakaat ar c'horf da dommañ a vez kavet er bladenn-mañ. Asambles gant Perynn Bleunven hag Elise Desbordes emaomp en abadenn-mañ. Le duo Emezi s'est fait connaitre en...

Rencontre avec l'écrivain Paol ar Meur à l'imagination débordante 25.05.2025

E Miz Du 2024 e oa bet embannet levr diwezhañ ar skrivagner Paol ar Meur, "Tan ha distan", gant Mouladurioù hor yezh. Kavet e vez un enezenn e-lec'h e vez kaozeet c'hoazh brezhoneg etre an dud abalamour e oa bet aloubet gant tud Breizh pell zo. Aet eo trede Priz Dazont ar brezhoneg evit al levr-mañ. O kaozeal eus 'se emaomp hiziv en abadenn-mañ. Le dernier livre de l'écrivain Paol ar Meur, "Tan ha...

Pour une meilleure diffusion des artistes en langue régionale 18.05.2025

40 % a vuzik galleg pe en ur yezh broadel eo dav skignañ d'an nebeutañ war gwagennoù ar radioioù e Bro-C'hall, setu ar pezh a zo skrivet el lezenn met ne vez ket graet. Arzourien hag arzourezed a oar mat eus petra zo kaoz. Ar ganerez Gwennyn a gan e brezhoneg peurliesañ, he yezh-vamm an hini eo. Lakaet e vez ar gaoz war ar sujed-mañ asambles en abadenn-mañ. Les radios nationales doivent diffuser a...

La deuxième édition du Queer Brest fest va faire briller les fiertés à Brest 11.05.2025

Adalek ar 17 a viz Mae 2025 e vo lidet e Breizh mizvezh al loc'h. 30 darvoud a vo kinniget : sonadegoù, atalieroù, kafe, sinema, c'hoariva... Asambles gant Aziliz Peaudecerf, er skipailh aozañ, emaomp en abadenn Lenn son ha c'hoari evit kaozeal eus 'se. Brest va se mettre aux couleurs des fiertés à partir du 17 mai pendant un mois à l'occasion du mois des fiertés. 30 évènements sont propos : conce...

Rencontre avec le joueur d'échecs, ancien champion de Bretagne, Brendan-Budok 04.05.2025

D'an 23 a viz Ebrel 2025 e oa aet ar c'hoarier echedoù, gourdroner ha bet kampion Breizh Brendan-Budok da Vrest evit kinnig c'hoari echedoù d'an dud e brezhoneg. Er mediaoueg ar Wazeg Wenn e oa ha bet omp o welet anezhañ evit gouzout hiroc'h diwar e benn. Le joueur d'échecs, entraineur et ancien champion de Bretagne, Brendan-Budok, était présent à Brest le 23 avril dernier pour présenter comment j...

Jakez-Erwan Mouton sort son premier recueil de poésie, Ar vuhez e Kerc'horr 27.04.2025

Ar miz-mañ eo bet embannet kentañ dastumad barzhonegoù ar skrivagner Jakez-Erwan Mouton staliet er Releg-Kerhuon hag a-orin eus Sant-Maloù. Ar vuhez e Kerc'horr eo an anv, gant al Lanv e vez embannet. En e dastumad ez eus kaoz eus ar garantez, ar marv, ar c'hleñved hag an amzer o tremen. L'écrivain Jakez-Erwan Mouton, installé au Relecq-Kerhuon et originaire de Saint-Malo, sort son premier recueil...

Lecture d'histoires et chants par la classe GS CP bilingue Notre-Dame de Plérin 13.04.2025

Dizoloet o deus studio RCF Aodoù-an-Arvor 12 bugel klas divyezhek reoù vras-CP skol Itron-Varia Plerin. Gant ar skolaerez Katell Andre o deus prientet an abadenn-mañ. Graet o deus sketchoù, kanet o deus ha lennet o deus istorioù bihan. Les 12 enfants scolarisés en classe bilingue grande section et CP à l'école Notre-Dame de Plérin sont venus découvrir le studio de RCF Côtes-d'Armor. Ils ont prépar...

Anna Mouradova, écrivaine, traductrice d'origine russe, était en exil en 2023 06.04.2025

Skrivet ha troeet e vez levrioù gant Anna Mouradova. E 2023 e oa ar skivagnerez, an droeerez hag ar yezhoniourez rusianeg e Breizh evit kaout repu. En abadenn-mañ e vez lakaet ar gaoz war an dra-se hag ar pezh zo o c'hoarvezet e fin miz Gouere 2023. Kaset e vije bet da Vro Rusia memes ma 'z emañ o chom e Bro Jorjia. Nac'het e oa bet gant gouarnamant Bro Jorjia he zeul-chom ar bloaz-mañ evel lod eu...

Panoramas #27 : une programmation encore plus féminine et plus engagée 30.03.2025

Etre an 3 hag ar 6 a viz Ebrel 2025 emañ 27ved Panoramas e kreiz-kêr Montroulez, er SEW. Doujet e vez muioc'h ouzh an endro, muioc'h a raktresoù musik gant merc'hed a vo klevet ha dizoloet er bloaz-mañ ha doujet e vo muioc'h ar feulsteurioù seksist ivez. Setu temoù an atersadenn gant kenprezidant Wart, Julien Marzin. La 27e édition du festival Panoramas se tient cette semaine du 3 au 6 avril 2025,...

Pour que la littérature en langue minoritaire soit étudiée à l'école (rediff) 16.03.2025

E 2022 ez eus bet lañset ul lizher-klemm war Internet evit ma vefe studiet muioc'h a lennegezh skrivet e yezhoù bihanniver eus Bro-Frañs gant ar skolidi rak alies e vez troet e galleg an testennoù. Gant ar strollad Collectif pour les littératures en langues régionales à l'école 'oa bet lañset an traoù hag aet eo war-raok rak gwelet o doa e Miz Genver 2025 Amin Maalouf, sekretour peurbadel Akademie...

Avec l'association Jardin biskoul, jardiner va devenir trop cool 09.03.2025

D'ar 15 a viz Meurzh e vo kinniget un atalier e galleg gant Florie Thielin eus ar gevredigezh Jardin Biskoul. Kinniget e vo peseurt mod aozañ ha raktresañ en e jardin. Meur a atalier a vez kinniget er mare-mañ ganto rak o paouez lansañ ur c'houlzad arc'hantaouiñ emañ ar gevredigezh war Kengo. Da skouer e vo treset brav war kartennoù ar c'hoari "kartennoù legumaj". Digoust e vo, un doare aes ha ped...

André Lavanant propose des pistes d'amélioration de l'audiovisuel 02.03.2025

Krouiñ ul lec'hienn e-lec'h ma vije bet lakaet an holl abadennoù radio, tele... Setu unan eus ar c'hinnigoù skrivet el levr embannet gant ar gevredigezh Neveziñ, Enklask war ar c'hleweled e brezhoneg. Graet en deus André Lavanant ur studiadenn diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg. Kas kinnigoù d'ar c'huzul Rannvro e oa ar pal da c'houde. O kaozeal gantañ eus tout an traoù-se emaomp hiziv en ab...

Mont a raio kuit : la pièce de théâtre d'Ar Vro Bagan sur la schizophrénie 17.02.2025

E Karaez e vo c'hoariet Mont a raio kuit, pezh-c'hoari Ar Vro Bagan, d'ar merc'her 26 a viz C'hwevrer da 4 eur goude lein e sal Glenmor ha d'ar sadorn 8 a viz Meurzh da 20e30 noz e Perroz. O kaozeal emaomp gant Goulc'han Kervella skrivagner ar pezh c'hoari eus tem ar pezh-c'hoari-mañ : penaos e kendalc'h an dud da vevañ goude emlazh o mab ha penaos kaout spi. Mont a raio kuit, la pièce de théâtre...

Les enjeux de la littérature jeunesse en langue bretonne (rediff) 09.02.2025

Skrivañ a ra Jakez-Erwan Mouton evit ar re yaouank abaoe pell. E ti-embann Keit Vimp Bev e vez embannet e levrioù evit Priz ar vugale ha Priz ar yaouankiz dreist-holl. Gantañ emaomp hiziv evit kaozeal eus al lennegezh vrezhoneg evit ar re yaouank. E 2023 e oa bet skignet an abadenn-mañ evit ar wech kentañ da vare mizvezh ar brezhoneg. Jakez-Erwan Mouton écrit pour la jeunesse depuis des décennies....

Kantren, un projet théâtral d'envergure se lance en mars 02.02.2025

Gant 6 strollad c'hoariva, La Obra, Ar Vro Bagan, Safar, Goémon-Goéland, Ar Vroderez Noz ha Teatr Piba, e vo lañset ur raktres c'hoariva bras gant amatourien hag amatourezed hag a oar brezhoneg ! Krouiñ ha ober un droiad war heñchoù Breizh e 2026 eo ar pal. D'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e vo staj kentañ ar raktres anvet Kantren. Gant ar c'homedian a-vicher Jean-Philippe Davodeau eus ar strollad...

Le groupe Madelyn Ann revient avec un album pop trilingue, "Lies" 26.01.2025

D'ar 7 a viz C'hwevrer e teuio er-maez eil pladenn ar strollad Madelyn Ann, "Lies". Gant kanaouennoù pop e vez lakaet ar gaoz e teir yezh war an istorioù karantez, gwirioù ar merc'hed hag an ekologiezh. Gant ar ganerez Madeline Anne emaomp hiziv evit kaozeal eus 'se asambles. Le deuxième album du groupe pop Madelyn Ann sort le 7 février prochain. Toujours avec des sonorités pop, les chansons abord...

Maaar, le trio qui va vous faire chavirer 19.01.2025

D'ar 24 a viz Genver ha d'ar 25 a viz Genver 2025 e vo sonadegoù kentañ ar strollad Maaar. Gant repertorioù disheñvel, Breizh, Bro-Okitan, Bro-Galisia peotramant Bro-Venezuela, e vez mesket mouezhioù teir kanerez Elsa Corre, Rebecca Roger Cruz ha Charlotte Espieussas. Ober a reomp anaoudegezh hiziv gant Elsa Corre, kanerez brezhonegerez. Les premiers concerts du groupe Maaar reprennent les 24 et 2...

Plouz&Foen, le duo rap à l'énergie communicative 05.01.2025

A-gleiz hag a-zehoù emañ an daouad rap Plouz&Foen abaoe eo aet ar maout ganto en Taol-Lañs 2023. Ar re-se eo Kadvael Jolived ha Gweltaz Foulon. Kavalou ha Toutz a vez graet anezho. E fin Miz Du 2024 e oa deuet er-maez tri don nevez hag o kaozeal emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari gant Kavalou, Kadvael Jolived, evit gouzout hiroc'h war istor Plouz&Foen, peseurt mod e vez skrivet ha produet...

Listen to the Lenn, son ha c’hoari podcast in Replaio

Radio and podcasts in one app - free, with no sign-up. Install today and do not miss the launch

Get it on Google Play

Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.