Manon Deniau
Lenn, son ha c’hoari
Littérature, conte, théâtre et musique en breton. Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
"Mouez Breiz", le livre qui rend hommage à la maison de disques quimpéroise 29.12.2024 28:50
Er bloavezhioù 1950 e oa brudet-tre Mouez Breiz, ul label viniloù hag a oa e kroc'hu Kemper. Lañset ez eus bet ur bern arzourien a-drugarez da vMouez Breiz : Alan Stivell, Loeiz Ropars, Polig ha Saïg Montjarret... Gant Dastum Bro Dreger e oa bet embannet al levr Mouez Breiz, l'invention du disque breton e Miz Gwengolo 2023. Ur vinil vihan, peder kanaouenn enni, zo e-barzh. O lakaat ar gaoz war an...
En 2023, la compagnie de théâtre amateur Strollad Kallag célèbrait ses 30 ans 22.12.2024 28:00
E 1993, 31 vloaz zo, e oa bet krouet ar strollad c'hoariva amatourien, ar strollad Kallag, e Kallag en Aodoù-en-Arvor. Marie-Hélène Morvan a ra parti eus ar strollad-mañ abaoe ar penn-kentañ ha kontañ a ra deomp istor ar strollad . La compagnie de théâtre amateur, Strollad Kallag, a été fondée en 1993, il y a 31 ans, à Callac dans les Côtes-d'Armor. Marie-Hélène Morvan en fait partie depuis les dé...
L'énergie blues du groupe Kaolila à découvrir dans un premier album 15.12.2024 27:58
D'ar 6 a viz Kerzu 2024 e oa deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad Kaolila krouet ouzhpenn 5 bloaz zo. War "Pilhoù" e vez dizoloet merc'hed eus ar bed a-bezh o deus merket an Istor gant tonioù blues ha cajun ar strollad, lañset gant startijenn atav ! Skrivet e vez ar pozioù gant Gege Gwenn peurliesañ. Gant Gege Gwenn ha div ganerez ar strollad, Marion Gwenn ha Katell Kloareg, emaomp hiziv evit...
Bernard Lasbleiz a défriché des écrits trégorrois du XIXe siècle jamais édités 08.12.2024 28:32
Gant Dastum Bro-Dreger eo bet embannet levr nevez Bernard Lasbleiz, soner akordeoñs mil-vrudet, "Da5tumad". A-viskoazh en deus labouret war hengoun Bro-Dreger hag en e levr diwezhañ en deus studiet war skridoù ne oant ket bet embannet na studiet a-raok, re Yves Lamer, Jean Mahe, Yves Le Masson, Francis Even hag Yves ar Moal. Lakaat a ra pep testenn e-barzh un endro istorel ha displegañ a ra buhez...
Le duo folk Egin sort son premier album éponyme 25.11.2024 29:13
Pladenn gentañ an daouad Egin a 'z euio er-maez a-benn nebeud. Kaou Davay zo o kanañ ha Maël Guégo o seniñ gitar hag o kanañ ivez. Abaoe al lise Diwan e Karaez eo kamaraded an eil gant egile hag an daouad-se o doa lañset d'ar c'houlz-se. Awenet int gant strolladoù Storlok peotramant Ev ha muzik Bro-Iwerzhon ivez. Evit rakprenañ ur bladenn ez eus bet lañset ur c'houlzad arc'hantaouiñ war HelloAsso...
Le duo folk Egin sort son premier album éponyme 24.11.2024 29:26
Pladenn gentañ an daouad Egin a 'z euio er-maez a-benn nebeud. Kaou Davay zo o kanañ ha Maël Guégo o seniñ gitar hag o kanañ ivez. Abaoe al lise Diwan e Karaez eo kamaraded an eil gant egile hag an daouad-se o doa lañset d'ar c'houlz-se. Awenet int gant strolladoù Storlok peotramant Ev ha muzik Bro-Iwerzhon ivez. Evit rakprenañ ur bladenn ez eus bet lañset ur c'houlzad arc'hantaouiñ war HelloAsso...
Clarisse Lavanant sort son premier album avec des chansons écrites en breton 17.11.2024 28:39
E fin ar miz e teuio er-maez pladenn nevez-flamm Clarisse Lavanant, "Kan he yezh". Gant 18 kanaouenn e kont he hent gant ar brezhoneg he doa desket dre gentelioù-noz da zigentañ ouzhpenn 10 vloaz zo. D'ar 24 a viz Du 2024 e vo ur sonadeg e iliz-veur Kemper ganti, Philippe Guével, kempenner ar bladenn hag al laz-kanañ Kan an Nevet. Gant ar ganerez emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari. Le nou...
Le conteur Lukaz Nedeleg s'immerge de la légende de la ville d'Ys 03.11.2024 27:54
D'an 8 a viz Du 2024 e vo kinniget evit ar wech kentañ abadenn ar strollad Safar, "Le doute ar mar hag ar mor", e Plozeved e sal Avel-Dro. Splujet e vez an dud er vojenn mil-vrudet Ker Ys, beuzet dindan ar mor. Ober a ra ar c'honter Lukaz Nedeleg un enklask war al leurenn evit kompren eus petra zo kaoz. Gantañ emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari. La compagnie de théâtre Safar présente son...
Devenez la star d'un soir avec le groupe Karaoke Social Club 20.10.2024 29:05
Berzh a ra sonadegoù Karaoke Social Club, leun-chouk eo gant ur mor a dud o kanañ. Met ur sonadeg un tamm ispisial an hini... Petra zo kaoz ? Lakaet e vez an dud o kanañ war al leurenn evel kanerien ha kanerezed mil-vrudet a-vicher. Tro-keiñ emañ muzisianed ha muzisianezed ar strollad. Un doare da lakaat ar sevenadur hag ar sonerezh poblek war-wel. Gant Justine Morvan, Tangi an Dreo ha Maël Guégo...
Fondé il y a 40 ans, le centre spirituel Minihi Levenez célèbre sa renaissance 13.10.2024 28:01
E 1984 e oa bet savet ar greizenn speredel Minihi Levenez e Trelevenez, e-kichen Landerne, e Penn-ar-bed, diwar kinngi eskopti Kemper ha Bro-Leon. Ul lec'h evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezd an hini eo evit bevañ o feizh e brezhoneg penn-da-benn. D'an 19 a viz Here 2024 e vo kinniget un dervezh ispisial evit lidañ 40 vloaz ar greizenn ha kinnig raktresoù an dazont. Gant Annaig Le Coz ha...
Le chant des merles s'écoute au féminin avec Mouilc'hi 07.10.2024 27:46
Kanañ gwerzioù lies kan, setu pal an triad Mouilc’hi savet e 2018. Nolwenn Falezan, Tara Huellou-Meyler ha Loeiza Lever-Crue a ‘z a d’ober ar strollad-mañ awenet gant sonerezh liesvouezh estren. D’an 12 a viz Here 2024 o doa kanet e gouel “Ramène ta pomme” e Daoulaz, e Penn-ar-bed. Chanter des gwerz à trois voix, voici ce que propose le groupe Mouilc'hi composé de Nolwenn Falezan, Tara Huellou-Mey...
Emission en l'honneur de l'écrivain Fañch Peru 01.10.2024 27:51
Enoret e vez ar skrivagner a Vro-Dreger Fañch Peru en abadenn-mañ. Aet eo d'an Anaon d'an 13 a viz Genver 2023. Selaouet e vo enrolladennoù graet er bloavezhioù 1980 ha 2000 o kontañ barzhonegoù pe o tisplegañ buhez Konfort-Berc'hed, ur gumun eus Bro Dreger e-lec'h eo bet maer er bloavezhioù 1980. Nous rendons hommage aujourd'hui dans cette émission à l'écrivain trégorrois Fañch Peru, décédé le 13...
Le groupe Baliskis met à l'honneur les écrits des femmes bretonnes 22.09.2024 28:23
Ar bloaz-mañ eo deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad Baliskis gant Anne-Cécile Poyard, Katell Kloareg ha Grégoire Pluet, "Eus an eil d'eben". War 12 kanaouenn e vez lakaet war-wel 12 maouez eus ar vro : Anjela Duval, Augustine Le Mansec, Thérèse Dufour, Klariz Bailleul... Ha liammet eo o skridoù gant an natur hag an endro. Gant ar ganerez Katell Kloareg emaomp hiziv evit kaozeal eus 'se asambl...
"Ar Vastardez", l'histoire de Yann-Vadezour Lagadeg est devenu un livre audio 15.09.2024 28:27
E 1992 e oa bet embannet al levr "Ar Vastardez" skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg, konter eus Bro-Leon. Dalc'het en doa soñj Maël Thépaut eus an istor-mañ pa en doa bet lennet anezhañ 15 vloaz zo. 100 vloaz zo eo bet piket kalon Ivona gant Feliz ha ganet eo o merc'h Anjela "bastardez". Lakaet eo bet gwask warni a-hed he buhez gant ar gevredigezh ha gant an iliz d'ar c'houlz-se. Ar sujedoù-se a c'...
Hervé Peaudecerf a mis le cap sur le Cap-Horn dans son dernier livre 08.09.2024 28:07
E Miz Even 2024 e oa deuet er-maez levr nevez ar skrivagner Hervé Peaudecerf, "Quatre mousses au Cap-Horn, Hissez les voiles!" embannet gant an ti-embann Groix éditions. Kontañ a ra buhez 4 mouss ennañ hag a oa kaset war ur vag dre-lien evit tremen ar C'hab-Horn e fin an XIXvet kantved. Displegañ a ra ivez peseurt mod e vez savet ar biggi-se, d'ober betra... Respont a ra d'an holl c'houlennoù a c'...
Mieux comprendre le vocabulaire maritime en breton (rediffusion) 01.09.2024 28:03
E-pad 17 vloaz en deus dastumet Gweltaz ar Bihan, kelenner war e leve, geriaoueg ar mor hag ar bigi hag a vez kavet er c'helaouennoù "Ar Vag". Lodenn zo ne vezont ket kavet a-viskoazh er geriadur ! Hiziv emaomp gantañ evit kaozeal eus al labour en deus kaset da benn a c'hell adkavet enlinenn. Un digarez eo evit deskiñ traoù a-raok Fest ar mor aozet gant skol Diwan Plougastell a vo d'an 28 a viz Gw...
Callac ou les obssessions de l'extrême-droite décryptées par Erwan Chartier 23.06.2024 29:15
E 2022 ez eus bet lañset ur raktres e Kallag, ur gumun vihan en Aodoù-an-Arvor, evit degemer familhoù ha familhoù repuidi en o zouez. Taget e oa bet dilennidi ar gumun ha kazetennerien ivez, evel ar gazetenn Ar Poc'hêr staliet e Karaez, gant strolladoù eus an tu-dehoù pellañ. Pennkazetenner ar gazetenn eo Erwan Chartier ha skrivet en deus ul levr "Callac-de-Bretagne ou les obsessions de l'extrême-...
L'espoir mélancolique de Nolwenn Korbell dans son dernier album "Ar Preñv Glas" 16.06.2024 28:15
D'ar 7 a viz Even 2024 e oa deuet er-maez pladenn nevez Nolwenn Korbell, "Ar preñv glas - Lampyris Noctiluca", embannet gant Paker produksioñ. Mont a ra ar preñv glas da get abalamour d'ar saotradur ha plijet a rae dezhi gwelet anezho diouzh noz pa oa bihan. Gant ar ganerez emaomp hiziv evit lakaat ar gaoz asambles war ar spi, ar garantez hag ar marv liammet gant melkoni. Kaozeet 'vez ivez eus al...
André Lavanant propose des pistes d'amélioration de l'audiovisuel en breton 09.06.2024 29:09
Krouiñ ul lec'hienn e-lec'h ma vije bet lakaet an holl abadennoù radio, tele... Setu unan eus ar c'hinnigoù skrivet el levr nevez embannet gant ar gevredigezh Neveziñ, Enklask war ar c'hleweled e brezhoneg. Graet en deus André Lavanant ur studiadenn diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg (radioioù, tele...) oc'h atersiñ renerien ar bed-se hag o kompren soñj ar selaouerien hag ar sellerien ivez d...
Retour sur 30 ans d'édition de matériel pédagogique en langue bretonne 02.06.2024 27:25
D'an 31 a viz Mae ha d'ar 1 a viz Even e oa bet lidet e Ploufragan hag e Sant-Brieg 30 vloaz Ti embann ar skolioù (TES). 20 ha 25 oberenn a vez embannet bep bloaz ganto : kartennoù, levrioù skol, levrioù, c'hoarioù... Servij a ra d'ar re yaouank lenn ha kaozeal gant ar brezhoneg er c'hlas hag er-maez eus ar skol. Gant Delphine ar Braz, renerez TES, emaomp en abadenn Lenn son ha c'hoari evit kaozea...
Mieux comprendre le français teinté de breton et de gallo, avec Jean Lecoulant 26.05.2024 27:31
"A-dreuz", "fest noz", "envoyer les enfants à l'école"... Alies e vez klevet 'se pa vez kaozeet gant ar Vretoned. Eus pelec'h e teu ar "bretonnisme"-se ? Petra zo kaoz ? "En français ça se dit comme ça !", setu anv ul levr skrivet gant Jean Lecoulant, sot gant ar yezhoniezh, ha Ronan Calvez, kelenner war ar yezhoù hag ar brezhoneg e skol-veur Brest (UBO). E Miz Mae 2024 eo bet embannet gant Le Rob...
Redadeg 2024 : au tour des enfants de transmettre le breton à leurs parents 20.05.2024 29:12
D'ar 17 a viz Mae 2024 e oa bet loc'het Ar Redadeg. 2 024 kilometr a vo redet betek ar 25 a viz Mae gant tud o deus prenet kilometradoù evit reiñ sikour da raktresoù e brezhoneg dibabet gant kuzul re fur ar gevredigezh. E penn kentañ tout ez eus bet kinniget ur pezh-c'hoari gant skol Diwan Pontekroaz diwar-benn an treuzkas. An darn vrasañ eus outo a dreuskas ar yezh d'o zud ha n'int ket brezhonege...
"Roud diroud", déambulation théâtrale vers le passé pour comprendre notre futur 12.05.2024 28:52
Petra a vo treuzkaset d'an dud en dazont, e 2080 ? Petra a vo treuzkaset d'ar bed ha d'an natur ? Ar yezhoù ? An dudioù ? Sed aze ur goulenn ledan hag a zo bet diskriptet gant ar gomedianez a-vicher Mona Caroff hag ur strollad a-youl vat. D'ar 17 a viz Mae 2024 e vo c'hoariet maketenn gentañ ar raktres e ti ar c'hoariva e Brest. "Roud diroud" a zo unan eus an div abadenn kaset da benn gant Teatr P...
Kristian ar Braz veut fédérer les écrivains en langue bretonne 05.05.2024 29:16
Peseurt mod atizañ an dud da lenn istorioù e brezhoneg ? Ijinañ ur bed hag a c'hellfe bezañ gwir, tennet eus traoù hag a zo c'hoarvezet, eo ar pezh a vez kinniget gant ar skrivagner ha troer Kristian ar Braz ha dont a ra a-benn rak e gouel al levrioù Karaez 2023 e fin miz Here e oa aet ar maout gantañ evit priz ti-kêr Karaez an drede gwech gant an danevell "Penn ar Wern". Gant ar skrivagner Fulup...
A l'abordage du nouveau spectacle de Gwennyn, "Enez - il est une île" 28.04.2024 28:23
D'an 18 a viz Gouere 2024 e vo komañset 101ved Gouelioù Kerne e Kemper. Abadenn nevez ar ganerez Gwennyn a vo diskouezet d'an devezh-se. Ganti emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari evit kaozeal eus an abadenn-mañ a lak war-wel sevenadur hengounel Breizh hag hini a-vremañ. Adalek penn-kentañ Miz Mae e c'helloc'h prenañ bilhedoù enlinenn war lec'hienn gouelioù Kerne. La 101e édition du festiva...
Similar podcasts
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.