Splann ! Enklask

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

News BR ↓ 70 episoder

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! » , les docus de « Splann ! » , Goliaths, que ca...

Husk å besøke podkastens nettsted og støtte skaperen: podcast.splann.org

Forfatter

Splann ! Enklask

Kategori

News

Podkastens nettsted

podcast.splann.org

Siste episode

21. nov 2026

Hvor kan du lytte?

Podkaster i appen Replaio Radio Kommer snart

Podkaster kommer snart til appen. Installer nå, og bli den første som ser en helt ny tilnærming til podkaster

Last ned på Google Play Installer gratis Android 10 mill.+ nedlastinger · 4,7+ i vurdering iOS snart

Episoder

Douaroù dindan ar statud ENS 'ba Sant-Malou zo lakaet dindan pestisisdoù, Radio Breizh 21.11.2026

E Bro-Frañs e vez kavet andreadoù a vez graet Espaces Naturels Sensibles deuzhouto, pe ENS. Takadoù naturel protejet int : koadeier, lanneier, geunioù pe c’hoazh tevennoù peurvuiañ. Lod a zo bet prenet gant an departamantoù ha d’an departamantoù eo d’ober war o zro atav. E Bro Sant-Malo ‘vez kontet war-dro 600 hektar douaroù klaset e-giz ENS hag ar pep brasañ a vez labouret gant labourerien-douar....

Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3 16.11.2026

Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù pellañ. En div lodenn gentañ hon eus klevet penaos e vefe tapet tachenn tamm ha tamm get un tu muioc’h killstourmer ag an iliz, er Mor-Bihan. Klevet hon eus ivez petra eo talvoudegezhio...

Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3 09.11.2026

Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened. E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar virourien vrudetañ er relijion gatolik e Breizh. Diwar-goust al luskadoù araokaour e-barzh e Iliz. Da skouer, bras eo levezon an abad Fagot, a oa bet beleget e miz Kerzu 2012 gant an Aotro...

Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33 04.11.2026

Petra zo nevez hervez Splann ! e miz Here ? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann ! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif Dastumet evidoc’h Ur “guichet unique” evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset 1000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper Sec’hor e Penn-ar-Be...

Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3 02.11.2026

Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires” talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwengolo 2026 e vode tro 2.000 a dud. Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm gant ar c’hazetenner dizalc’h, diazeze...

En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG 07.10.2026

E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : «  En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh  : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù  ». Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X...

Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32 30.09.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Splann ! Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro Dastumet evidoc’h Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69. Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get...

Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31 21.09.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Distro-skol diwezhañ evit kreizenn Kerliver e Hañveg ; Lakaet fall ar Veajourien ‘gaoz d’an diouer a rakwel àr an hin ; Dastumet evidoc’h Bannieloù JA hag FDSEA staget àr dorioù-porzh ar lazhti Socopa e Gwengamp ; Emrenerezh a-fed boued: ankiet eo ar c’honf ha Kevre ar labouriz...

Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn 20.09.2026

Reuz zo atô en-dro d’ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet ‘zo bet d’an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d’ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ ’zo bet lakaet war-wel penaos ’zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent . Ur wech all c’hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media br...

Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30 28.06.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ; Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger . Dastumet evidoc’h Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ; Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ; Jiboes d’arar veganed...

Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned 31.05.2026

En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025 . Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’he...

Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29 26.05.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Feulster er parkeier » get Nicolas Legendre, da welet en replay àr France TV hag un atersadenn get ar c’hazetenner da lenn àr lec’hienn « Splann ! » ivez ; An demokratelezh e park-mor an Iroise : ken bresk evit ar vevliesseurted ? Dastumet evidoc’h Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’h...

Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2 24.05.2026

Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! » . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartenno...

Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2 17.05.2026

Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro . Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù. Ar sizhun-mañ e lak Caroline Tro...

Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh 17.04.2026

E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh. E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask...

Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28 07.04.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh ; Mengleuz breton Imerys : skuilhet eo bet produioù kimikel, kelaouet eo prokulor ar Republik Sant-Brieg ; Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence . Dastumet evidoc’h PFAS : eus an uz...

Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27 16.03.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù . Dastumet evidoc’h 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e...

Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26 06.02.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? Saotradurioù chanterioù bagoù e Sant-Nazer . Dastumet evidoc’h Ospital publik versus liesklinikenn prevez: ar c’hograd e Lannuon àr operatadennoù an dijestif ; An Naoned: kerbenn ar reakosferenn e Breizh ? Wikipedia: liam...

Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25 17.01.2026

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Dilennadegoù ti-kêr: Yazim Yenier, an danvez dilennad a surf àr an disurañtez ; Brasaat Tachenn Avel vor: testeniet en dehe korespondant ur gazetenn lec’hel a-enep d’ar stourmerien enep ar raktres . Dastumet evidoc’h Feulster an tu dehoù-pellañ e Brest ; Saotradur ar stêr Tromo...

Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed... 15.12.2025

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant . Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann !...

Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24 09.12.2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Tenn an aergelc’h e Krahon (29) etre ar mare hag an tu-enep ; Stad Brest Arkea Park : testeni an hini a laboure get maer Brest . Dastumet evidoc’h Extinction Rebellion aloubet ? Ouest-France àr hent ar strizhder ekonomikel. Kounar bras an dud e bro Tunizi enep uzinoù (reoù a zo...

Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23 15.11.2025

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Atlantic ’Eau, ar sindikat dilennidi ha dilennadezed a stourm evit kalite an dour e dep. Liger Atlantel . Enklask nevez àr The Land. Streset bras ar gelennerienezed àr ar c’hampus « kentañ gouestlet d’ar vuhez àr ar maez en Europa » … Dastumet evidoc’h Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, ge...

Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch ! 14.11.2025

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...

Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch ! 10.11.2025

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann ! , e vez rakwelet ha lakaet e...

Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh 27.10.2025

E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh . Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjail...

Hør på podkasten Enklaskoù « Splann ! » da selaou i Replaio

Radio og podkaster i én app - gratis og uten registrering. Installer i dag, og ikke gå glipp av lanseringen

Last ned på Google Play

Replaio er ikke podkastutgiver; programnavn, omslag og lyd tilhører opphavspersonene og distribueres via offentlige RSS-feeder.