Heklev Podkast
Tourmant
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?
Autor
Heklev Podkast
Categoria
Site do podcast
Último episódio
23 de jun de 2026
Onde ouvir?
Podcasts no app Replaio Radio Em breveOs podcasts estão chegando ao app. Instale agora e seja o primeiro a descobrir um jeito totalmente novo de curtir podcasts
Episódios
Tourmant : Rann 1 30.10.2025 19:39
Petra ‘zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? Deomp war-gil asambles gant Metig a-benn klask kompren. Metig a zo ur gomedianez yaouank. Ar wech kentañ e vo dezhi labourat gant ar strollad-c’hoariva Serr-noz. Gante ez aio-hi betek an enezenn da c’hoari ar « Roue Lear » skrivet gant Shakespeare. Met petra eo deuet Metig da glask er strollad Serr-noz a-benn ar fin ? Un heuliad i...
Tourmant - Bomm 30.10.2025 1:19
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da-se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm ha tamm e za ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war un dro live ar skoilhoù lakaet war...
Ar Vastardez 01 Kerlaran 15.08.2024 38:27
Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat e atant Kerlaran, e-kichen Lesneven, evit bezañ matez en un tiegezh. Distroet eo mab Kerlaran d'ar gêr, Feliz, soudard e bro Marok. Kroget eo kalon Ivona da lammat pa oa deuet poent kimiadiñ. Skrivet gant Yann-Vadezour Laga...
Ar Vastardez 02 Feliz hag an Eost 15.08.2024 32:13
Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ d’e rejimant e Afrika. En em ziskleriañ a reont o c’harantez an eil evit egile an devezh a-raok ar c’himiadiñ hag e reont ar garantez. Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Ble...
Ar Vastardez 03 Al lizhiri 15.08.2024 38:41
Feliz a skriv lizhiri da Ivona. Hi ne c’hell ket respont rak ne oar ket skrivañ ha mezh bras he deus. Dont a ra ar vatez da gaout poan gof, da richetiñ a daol-trumm. Goude ur fallaenn er park e krog an dud da spurmantiñ ez eus traoù nevez ganti. Fulor bras ‘zo krog e mestrez an ti. Gourdrouzet eo Ivona, kunujennet ha dispriziet, o vezañ m’eo ur « plac’h a vuhez fall ».Skrivet gant Yann-Vadezour La...
Ar Vastardez 04 Planedenn griz 15.08.2024 30:13
Ar bennhêrez a glask kuzhat eo he mab « kablus » da vezañ bet un darempred reizhel gant Ivona e diavaez ar stad a briedelezh. Lakaat a ra an dud da grediñ ez eo Dominig an tad, ar mevel a 50 vloaz. Rediañ a ra Ivona da vont da vevañ gantañ en e di. Un devezh e teu an aotrou maer hag ar person betek Kerlaran da gemenn ez eo bet lazhet Feliz e bro Marok. Difennet e vez da Ivona gant ar bennhêrez mon...
Ar Vastardez 05 Añjela 15.08.2024 29:18
Genel a ra babig Ivona, anvet Añjela. Goulenn a ra Ivona gant z/Dominig bezañ he zad-paeron. Ar beleg a nac’h badeziñ ar c’hrouadur e-pad an deiz peogwir eo bet koñsevet er pec’hed. Distreiñ a ra korf Feliz da Sant-Nenven. Adkavout a ra Ivona he c'haredig. Dont a ra ur soudard da gemenn da Ivona komzoù diwezhañ Feliz er Marok. Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonere...
Ar Vastardez 06 Ar c'hleñved-uz 15.08.2024 34:59
Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « vastardez ». Klañv e teu he mamm Ivona da vezañ. E-pad mizioù en em led ar c’hleñved enni muioc’h mui, betek ma kollfe tamm ha tamm he nerzh. Dont a ra beleg hag e c'houlenn diganti anzav he fec’hed ur wech c’hoazh. Mervel a r...
Ar Vastardez 07 An Drask, al Louarn, an Avalaouer hag ar Purgator 15.08.2024 24:55
Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da drubuilhañ Añjela. En em c’houlennata a ra diwar-benn he mamm, daoust hag er purgator e vefe abalamour d’he ferc’hed yaouankiz ?Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Seve...
Ar Vastardez 08 Ar velo hag ar mor 15.08.2024 40:42
Barrek-tre eo Añjela er skol, evit brasañ lorc’h he faeron, Dominig. Dibabet e vez Añjela evit ober al lennadenn en iliz da vare he fask kentañ, un enor bras eviti. Prenet e vez dezhi ur velo gant Dominig, ha graet gouel dezhi, evit kalonekaat anezhi. Mont a reont o zaou da bourmen war vord ar mor evit dizoloiñ bro c'henidig Dominig. Kontañ a ra dezhi istor e familh dezhañ. Skrivet gant Yann-Vadez...
Ar Vastardez 09 Ar gouent 15.08.2024 36:41
Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant a...
Ar Vastardez 10 San 15.08.2024 33:30
Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n'eo ket hi amourous. Tommañ a ra ouzh ur paotr all, San, ur pesketaer eus ar vro. San en deus plijet dezhi diouzhtu. Klevet a ra kerent San ez eo Añjela ur vastardez bet seurez. Divizout a reont asantiñ eured o mab gant Añjela memestra. En em reiñ a ra A...
Ar Vastardez 11 Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ 15.08.2024 32:09
Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured dirak an holl, hag eüruzamant ne vez ket gwelet kof Añjela o rontaat c’hoazh. Genel a ra ar babig evit brasañ levenez ar c’houplad ha badezet a galon vat gant beleg nevez ar barrez, un den hegarat anezhañ ha mennozhioù modern ga...
Ar Vastardez 12 An ti-kêr 15.08.2024 32:28
Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim war-lerc’h e c’houlenn an aotrou maer ganti bezañ war e listenn evit an dilennadegoù, barrek ha speredek ma ‘z eo. Tud al listenn enep a grog d’ober goap, da lavaret ez eo Añjela un divroadez, ur vastardez, bet seurez ouzhpenn...
Donvor 01 - Pegeit o do ezhomm da bareañ ? 23.02.2024 15:40
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
Donvor 02 - Ur bed splujet en noz nukleel 23.02.2024 16:42
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
Donvor 03 - Dindan hon treid e vefe eus ar c'heneliezh c'hoazh ? 23.02.2024 14:23
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
Donvor 04 - Levrioù ken niverus ken ne c'heller ket o lenn 23.02.2024 14:57
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
Donvor 05 - Bez 'zo ac'hanon peogwir zo deus egile 23.02.2024 14:33
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
Donvor 06 - Don a zo du-hont 23.02.2024 15:28
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an i...
O Replaio não é o publicador dos podcasts; os nomes dos programas, as capas e o áudio pertencem aos seus autores e são distribuídos por feeds RSS públicos