HeklevPodkast
Heklev PodKast
HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...
Author
HeklevPodkast
Category
Podcast website
Latest episode
Jul 3, 2026
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Ar vengleuz 06.11.2023 17:27
E-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakansiñ. E-keit-se e teu ar gêriadenn da vezañ un dachenn vrav evit bevañ o avañturioù. Un dachenn leun ha sekredoù kuzhet hag a gejadennoù kevrinus. Skrivet ha c'hoariet gant Thoms Cloarec - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln...
Louise an Arzhed - Rann 07 06.11.2023 13:17
Emañ Louise, ur plac’hig unnek vloaz anezhi, o chom gant he zad hag he c’hoar henañ, en Alberta, ur rannvro a vro-Ganada. Souezhet bras eo Louise pa ra anaoudegezh gant un arzh gwenn-treuzwelus a wel a-dreñv dezhi. Heuliañ a ra anezhi e kement lec’h ‘zo tout. War he seulioù e vez dalc’hmat. Buan e teu an arzh da vezañ he mignon. En em fiziout a ra ennañ. Met penaos kendrec’hiñ he familh ez eus ane...
Troioù-kaer Yang Yang 2 : An Amprevaned 04.09.2023 12:39
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn O c’hoari el liorzh emañ Yang Yang, pa zizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil-du… ur voest a c’hello kas anezhañ d’al lec’h ma faot dezhañ. Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Te...
Troioù-kaer Yang Yang 1 : Al Levr Burzhudus 04.09.2023 14:36
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e teuio a-benn da zeskiñ lenn ha muioc’h c’hoazh. Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon Produiñ...
Padrig ar pemoc'h 04.09.2023 12:33
Ur pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai L...
Evel ki ha kazh 04.09.2023 19:36
Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoa...
E tro an noz digor 04.09.2023 13:46
Etre mirdi an dinozored hag un diskouezhadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn sun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus an amzer dremenet. Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gw...
Sekred ar roc'h zu 14.12.2022 9:48
Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc’h Zu. Ur roc’h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ? Un devezh, evit gouzout hiroc’h, e pign Erin e bag pesketa he mamm... Ul levr gant Joe Todd-Stanton Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh: Tifenn Merien Mouezhioù: Mona Caroff, Gwenole Breton & Leïla Simon Sonerezh ha trouzioù: M...
Juluan hag al Louarn 08.12.2022 9:11
A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se. Met daoust ha kenderc’hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c’houviad dic’hortoz da goaniañ ? Pe en em rento kont neuze n’eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin... Ul levr gant Joe Todd-Stanton Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh: Tifenn Merien Mouezhioù: Mona Caroff Sonerezh ha trouzi...
Ar steredenn-lostek 07.12.2022 9:19
Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh. Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da greskiñ, n’eo ket Nyla evit chom hep heuliañ anezhi... Met ar pezh a zo evel un dec’hadenn er penn kentañ a c’hellfe bezañ ar pezh a vanke dezhi evit en em santout er gêr a-benn ar fin. Ul levr gant Joe Todd-Stanton Embannet e b...
Similar podcasts
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.