HeklevPodkast
Heklev PodKast
HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...
Author
HeklevPodkast
Category
Podcast website
Latest episode
Jul 3, 2026
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Pourmenadenn (v)Malou 15.10.2024 14:58
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel. Mont a raio gant he mamm-gozh da bourmen er c’hoad. Siwazh e kouezho ar vamm-gozh e riboul ur broc’h. Ha kavout a raio Malou nerzh da saveteiñ anezhi, ’gav deoc’h ? Skrivet ha c’hoariet gant : Klet Beyer Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar...
Sevel ha distruj 15.10.2024 15:25
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e darvoud-mañ-darvoud e rank mont a-gostez. A-benn ar fin e raio anaoudegezh gant un den a fizio ur gefridi ennañ, ar pezh a roio fiziañs ennañ. Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’...
Troioù-kaer Yang Yang 04 : ar Sarpant 18.09.2024 17:27
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Emañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio Yang Yang gant e gamarad Pegus a-drugarez d’ar wezenn (z)Derv da foetañ-bro. War o hent e kavint ur serpent dañjurus ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : ...
Avel fur ha foll 03.09.2024 17:49
16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ. Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet dega...
Kazhig ha Kazhus 29.08.2024 12:38
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Tigrig, ur c’hazh mestr war Kertigrig a zo buhez ur roue gantañ, etre kouskoù-aez hag ensellerezh e zomani. Met un devezh, e cheñch e vuhez pa tegouezh ur gouelan ur wastell en e veg. Tigrig, beg lipous anezhañ ha kurius da vat a grog gant ur redadeg foll, betek en em gavout pell diouzh e di. Kollet en ur c’hoad derv teñval e kej gant Kazhus, ur c’h...
Teñzor Nina ha Pako 28.08.2024 12:24
Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur vrav. Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Skeudenn: Anna Duval-Guennoc Sikour war ar brezhoneg : Gwe...
Ar vezh-lonk 28.08.2024 18:26
Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ? Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet g...
An den kozh diwelus 27.08.2024 19:32
Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ? Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krism...
Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav 23.08.2024 12:59
En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù dezhañ da zigentañ ha d’ar bleunioù, d’ar reier, d’al leton da heul… Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théoph...
Steredenn an huñvreoù kollet 23.08.2024 14:22
En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa Mira, gwardez an hunvreoù. Asambles o-daou e krogont gant o hent da adkavout an hunvreoù kollet. Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enroll...
Itron Onion ha Sir Sardin 21.08.2024 16:54
Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ? Skrive...
Al lapin e foñs an tog 20.08.2024 19:59
Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a denn d’an derc’hent. Pep deiz a denn da warc’hoazh. Betek ma errufe un homo sapiens eus ar re dorr-pennañ. Ur plac’h trouzus ha fri-furch anvet Suzi. Skrivet gant : Loeiza an Duigou C’hoari : Quentin Morvan Sonerezh : Krismen...
Per al loufer 20.08.2024 20:43
Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all. Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le Meur So...
Tro-dro din 13.06.2024 21:38
Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’...
Ne gouskan ket ken ! 13.06.2024 23:53
Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er skolaj… Mont a rae mat pep tra. D’ar 24 a viz C’hwevrer en deus bet Aloïs 12 vloaz. Ur cheñchamant nevez en e vuhez : Aloïs ne gousk ket ken. N’eo ket skuizh, n’en deus ket ezhomm da gousket ken. Hir e kav e amzer en e gambr war greiz an noz neuze e tiviz mont da bourmen er-maez...
Lizig hag ar garantez 13.06.2024 18:05
Lizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an istorioù karantez. Diaes dezhi kompren perak ha pa bok evit ar wech kentañ d’ur paotr ne sant netra… Gouestaat e kresk enni santimantoù evit he mignonez wellañ, Riwana, met ne oar ket ma’z eo posubl karout merc’hed. Gant sikour ur gasourez e kompreno e c’hell karout n’eus forzh p...
Ar gapitenez hag ar Goelan 13.06.2024 13:14
Ar gapitenez hag ar Goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu Zaig, ar gapitenez, da vezañ dall, met sikouret e vez war vor gant Tantan ar goelan. Mignon feal e chomo dezhi pa droio kein akipaj ar vag d’e gapitenez memes... Skrivet ha c'hoariet gant Bleuenn Ar Borgn ha Thibault Ar Meur - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoa...
Tro-gaer Klotig al logodennig kalonek 13.06.2024 10:36
Ul logodennig fin ha kalonek eo Klotig. Ur gudenn zo siwazh, n’eus ket boued er boubellenn ken. Evuruzamant zo erruet ul lapinez nevez en ti ha boued a-vil-vern ganti. Daoust hag e c’hello Klotig mont davet al lapinez hep bezañ tapet gant skilfoù Tapioka ar gazhez? Skrivet ha c'hoariet gant Riwal Kermarrec - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ :...
Skeud va zad 09.05.2024 24:32
E 1945 emaomp. War Enez Sun emañ Klet hag e vamm o chom. Nav bloaz eo Klet. Aet eo e dad da Londrez pemp bloaz zo, galvet gant De Gaulle. Klet n’en deus ket kalz soñj anezhañ neuze. Aonik eo. Diouzh noz eo kustum e vamm lavaret dezhañ emañ e dad o gwareziñ anezhañ, hag hi o tiskouez he skeud bras dezhi ouzh moger ar gambr...Skrivet ha c'hoariet gant Paskal Hervio - Sonerezh : Krismenn - Sikour war...
No Dazont 09.05.2024 19:27
E Brest emañ ar paotrig fur Mael o chom. E dud o deus kempennet un ti kozh ha dirapar a oa skwatet gwechall war ar porzh. Ne oa chomet netra deus dafar an ti-se pa ne vefe ur c'hozh pezh-arebeuri er grignol. Un deiz, p'emañ Mael o furchal e-barzh, e lak e grabannoù war ur benveg diamzeriet skrivet « Walkman » warnañ. Kompren a ra ez eus un dra bennak da selaou...Skrivet ha c'hoariet gant Tangi Mer...
Marc'heg Thelo 09.05.2024 15:34
Thelo a zo ur paotrig ampart evit fardañ krampouezh saourus. Pourvezet mat eo gant e yar Kotkot hag e vuoc'h Bubu. Mennet eo da gemer perzh e kenstrivadeg e gêriadenn, met ur c'hrenn-douar a lak un termen d'ar gouel. Deuet a gammedoù ponner, ur ramzez bet desachet gant frond an amann a c'houlenn he lod...Skrivet gant Loeiza An Duigou - C'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven...
Gwion hag al Leon 09.05.2024 16:45
Gwion, ur furlukin bihan, a zo mignon bras gant leon kozh ar sirk. Un deiz e sant al leon kozh emañ ar fin o tostaat evitañ. Goulenn a ra neuze gant Gwion da zigeriñ dor ar gaoued dezhañ a-benn mont da bourmen hag anavezhout ar bed-bras a -raok na vije re ziwezhat...Skrivet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeska...
Troioù-kaer Yang Yang 03 : Ur mignon nevez 09.05.2024 13:30
War ar blanedenn Tulum e vev hon arozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh bloaz en deus, ur mignon en deus, ur wezenn derv, ur voest vurzhudus en deus ivez ! Gallout a ra e voest kas anezhan lec'h faot dezhan war e blanedenn. E vamm-gozh Mamouchka a ra forzhig war e dro met, re gozh eo breman 'vit n'em daoublegan ha mont asamblez gantan da fouetan bro er voest ! Ha, dibosubl ivez d'e vignon ar wez...
Rozenn ha moneiz ar gouignenn 21.01.2024 3:54
Skrivet eo bet an divizoù-mañ gant ar soñj kinnig abadennoù margodennoù da skolidi ar skolioù-mamm ha re ar c'helc'hiad 2. Plijout a raio dezho moarvat troioù-kaer Rozenn, Fañch al Laer hag an tudennoù en-dro dezho. Sikour a raio ar CD a-gevret da zeskiñ ar yezh diazez, distaget brav gant brezhonegerien ampart. Skrivet gant Maryvonne Berthou. Skeudennet gant Gildas Chasseboeuf. Roll an dud a vez k...
Trouz a zo 21.01.2024 4:02
Skrivet eo bet an divizoù-mañ gant ar soñj kinnig abadennoù margodennoù da skolidi ar skolioù-mamm ha re ar c'helc'hiad 2. Plijout a raio dezho moarvat troioù-kaer Rozenn, Fañch al Laer hag an tudennoù en-dro dezho. Sikour a raio ar CD a-gevret da zeskiñ ar yezh diazez, distaget brav gant brezhonegerien ampart. Skrivet gant Maryvonne Berthou. Skeudennet gant Gildas Chasseboeuf. Roll an dud a vez k...
Similar podcasts
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.