Manon Deniau
Buhez
Gens de Bretagne, culture, actualité et histoire contemporaine : chaque mardi soir à 19h15, et samedi matin à 9h15, Manon Deniau vous propose un focus sur la vie du pays. Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.
Where to listen?
Podcasts in the app Replaio Radio Coming soonPodcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts
Episodes
Les jeux de société permettent de recréer du lien, avec Sarah Chedifer 15.04.2024 45:36
Abaoe bloavezh ar c'henfinamant, e 2020, e vez gwerzhet muioc'h mui c'hoarioù taol. Digoret e vez ivez ostalerioù evel al Ludibar er Gabusined e Miz Meurzh 2024. Miz zo ez eus bet lañset kentañ gouel Festi'jeux e Karaez ivez. Ober a ra perzh rak krouiñ a ra liammoù etre an dud, ar pezh a vanke d'ar c'houlz-se. Gant ar gevredigezh Troadé e vez kinniget ur gouel bep bloaz e Plouvorn. Sarah Chedifer...
L'UBAPAR, 40 ans d'animation en milieu rural en Bretagne 08.04.2024 44:07
D'an 20 a viz Ebrel 2024 e vo lidet 40 vloaz Unvaniezh Breizh evit Buheziñ ar Broioù war ar Maez (UBAPAR) e Rostrenen en Aodoù-an-Arvor. E 1983 e oa bet krouet ha 40 kevredigezh a ra parti eus ar rouedad-mañ. Kampoù vakañsoù, stummadurioù evit mont da animatour, stajoù en natur ha deskadurezh poblek war an niverel etik a vez kinniget gant izili an UBAPAR. Gant Riwanon an Habask, renerez an UBAPAR,...
Rencontre avec Cécile Caroff, relieur et restauratrice de livres 01.04.2024 38:43
Installée à Landerneau dans son atelier L'Obèle depuis 2016, Cécile Caroff est l'une des seules relieurs et restauratrices de livres du Finistère. Cette passionnée d'ouvrages anciens fait perdurer ces pratiques ancestrales avec des outils d'époque et propose des cours hebdomadaires en français et des ateliers en breton, langue qu'elle parle depuis toute petite. Keinerez ha reneverez eo Cécile Caro...
L'architecte d'intérieur Solen Malrieu apporte sa pierre aux projets écolos 25.03.2024 41:29
Saverez tiezh an diabarzh he deus desket e skol an dezaign e Naoned etre 2009 ha 2014. Koulskoude n'eo ket bet desket dezhi labourat e mod ekologel en ur zoujañ ouzh an tiez, ar mod a zo bet d'o sevel hag an dafar. Dre forzh ober he deus kenlabouret war raktresoù ekologel e Breizh hag e broioù estren, e Bro-India ha Bro-Gres. Dale zo gant an holl vroioù war an tem-se hervez Solen Malrieu. E penn-k...
Découvrez la poésie d'Anjela Duval et de Marcelle Delpastre à Plouédern 18.03.2024 40:09
Mizvezh ar brezhoneg ha nevez-amzer ar varzhed an hini eo er memes koulz. Dizoloit skridoù an div varzhez Anjela Duval ha Marcelle Delpastre betek fin ar miz e levraoueg Plouedern ! Skrivet o deus an div beizantez diwar-benn karantez o bro ha karantez o yezh. Doc'h ar C'houerc'had e Bro-Dreger eo an eil ha doc'h a C'hermont e Corrèze eo eben. Doujañ ouzh an natur hag ar yezh zo liammet evit an div...
Amélie Gloaguen, éleveuse qui sauvegarde la race des chèvres des fossés 11.03.2024 41:19
Givri ar c'hleuzioù a vez savet gant Amélie Gloaguen, staliet e Plougastell. 25 anezho zo en he menaj ar feunteun wenn. Gwechall gozh e roent sikour d'ar beisanted evit ar c'hleuzioù e kornog Bro-Frañs, e Breizh hag e Bro-Normandi. Nebeutoc'h-nebeutañ zo met klask a ra ar gevredigezh Association de sauvegarde et de promotion des chèvres des fossés (ASP) saveteiñ anezho. Amélie Gloaguen a glask rei...
L'Irlande du Nord devient un exemple pour la redynamisation de l'irlandais 04.03.2024 44:46
Abaoe pell e plij da stourmerien ha stourmerezed Breizh kemer skouer Bro Iwerzhon abalamour eo an iwerzhoneg yezh ofisiel ar vro gant ar saozneg. Met n'eo ket a-walc'h, nebeutoc'h nebeutañ a dud a gomz ar yezh bemdez memes e tachennoù Gaeltacht e-lec'h e vez gwarezet. Seul vuioc'h a stourm e vo seul vevoc'h e vo. Se zo kaoz e vez kemeret e kont skouer Iwerzhon an Hanternoz gant stourmerien Bro Iwe...
Le marché du travail en langue bretonne doit se développer dans le privé 26.02.2024 43:51
E fin 2023 e oa bet embannet studiadenn ziwezhañ Ofis publik ar brezhoneg (Opab) diwar-benn ar brezhoneg e bed al labour. Dindan 10 vloaz eo kresket an niver a bostoù labour gant 1 800 post-labour kevatal leun amzer e Breizh pemp departamant e 2022. Krouet e vez ar muiañ a bostoù-labour e Penn-ar-bed gant tost da 900 post-labour, e bed ar c'helenn dreist-holl. Deuet eo da vezañ ur gwir bed al labo...
L'intelligence artificielle pourrait permettre de sauver la langue bretonne 19.02.2024 43:29
Ouzhpenn 7 000 yezh a vez komzet war ar bed met un nebeud anezho a vez kavet e-barzh an arloadoù implijet gant an naouegezh artifisiel (IA) ha n'emañ ket ar brezhoneg. Poent eo e vefe lakaat ar yezh er jeu, a-hend-all e vo graet hepti. Setu ar pezh a lavar Mélanie Jouitteau, yezhoniourez ha klaskerez er CNRS el labourva IKER. O kreskiñ emañ bed an naouegezh artifisiel (IA) muioc'h mui, ne c'hellim...
Yann, membre des Alcooliques anonymes, témoigne de sa "guerre" contre l'alcool 12.02.2024 36:29
Ouzhpenn 5 milion a dud o doa kemeret perzh e Bro Frañs e 2024 evit ar "miz hep alkol" hag a vez da vare Miz Genver bep bloaz. Mat eo prederiañ war ar boesoñ hervez Yann*, ezel eus ar gevredigezh Alcooliques anonymes, met n'eo ket evit ar re glañv. Rak ur c'hleñved an hini eo hag evet e vez muioc'h e Breizh evit e broioù all e Frañs. Hemañ zo bet kollet gant ar boesoñ. Ne ev ket takenn alkol ebet...
Quatre associations de Brest dans le viseur de la sous-préfecture du Finistère 05.02.2024 45:05
Bep bloaz e vez goulennet arc'hant publik digant ar c'hevredigezhioù e Frañs diwar-benn raktresoù resis peotramant ar mont en-dro. E Brest, e Penn-ar-bed, ez eus 4 kevredigezh hag a zo bet nac'het o yalc'hadoù gant prefeti Penn-ar-bed daoust da akord ar c'homision. Petra zo kaoz ? Ne vez ket doujet ouzh reolennoù ar gevrad, Contrat d'engagement républicain (CER), a zo dav sinañ abaoe 2021 dibaoe a...
Guy Pensec, paysan à la retraite et collecteur de chants 29.01.2024 41:51
Pinvidik eo Bro-Kemperle gant kalz a ganerien ha kanerezed enni. D'an 30 a viz Genver 2024 ez eus bet kinniget un "abadenn kanet" gant Ti ar vro Kemperle evit lidañ 30 vloaz Taol Kurun gant Guy Pensec, Anne-Marie Colomer ha Roland Peron. 30 vloaz zo ez aent da zastum kanaouennoù digant ar re gozh. Ober a reomp anaoudegezh gant unan anezho, Guy Pensec. Peizant war e retred eo hemañ ha kontañ a ra p...
Anne Gouerou explique les inégalités femmes hommes en sept documentaires courts 22.01.2024 40:30
Ne 'z a ket war-raok. D'an 22 a viz Genver 2024 e oa bet embannet teuliad kuzul uhel ingalded merc'hed paotred e Bro-c'hall ha splann eo an disorc'h : 70 eus ar merc'hed a soñj dezho n'int ket bet desavet memes mod evit ar baotred er familhoù hag er skol. An dizingalded etre merc'hed ha paotred er gevredigezh, er skol, e bed ar sport, e bed ar sevenadur a vez lakaet war-wel e-barzh 7 teul-film ber...
Anna Preden attire l'attention sur la nécessité d'une autonomie alimentaire 15.01.2024 39:29
An natur a blij kalz d'al livourez a-vicher Anna Preden ha tresañ a ra he zaolennoù tro-dro d'an tem-mañ dreist-holl. Mallus eo bezañ emren e-keñver ar boued eviti. Se zo kaoz e kenlabour gant ar gevredigezh La forêt des enfants, stourmañ a ra evit ma vefe plantaet muioc'h a wezennoù frouezh e Bro-C'hall hag e Breizh. Emporzhaet e vez muioc'h mui frouezh ha legumaj, nebetoc'h nebeutañ a werjezoù z...
Transmettre le breton aux jeunes générations sur TikTok avec komz brezhoneg 08.01.2024 41:01
D'an 30 a viz Kerzu 2023 ez eus bet embannet ur pennad er gazetenn The Irish Times, kazetenn vroadel Bro-Iwerzhon, evit lakaat ar gaoz war roll ar yezh iwerzhoneg war ar rouedad sokial sineg TikTok. Aesoc'h eo tizhout anezho war TikTok evit brudañ ar yezh. E Breizh eo un afer all, n'eus ket kalz eus outo. Komz Brezhoneg eo ar c'hont nemetañ war ar rouedadoù sokial TikTok hag Instagram da lakaat an...
Les lycéens Diwan interrogent le rapport au téléphone portable par le théâtre 01.01.2024 37:24
Da 9 bloaz ha 9 miz e vefe roet ur pellgomzer d'ur bugel hervez studiadenn Médiamétrie embannet e 2020. Gant pezh-c'hoari nevez strollad c'hoariva lise Diwan Karaez, anvet "Pinvidik mor", e vez lakaet ar gaoz war an tem, roll ar pellgomzer hag ar rouedadoù sokial e buhez ar re yaouank. E Miz Kerzu 2023 o doa c'hoariet dirak skolidi ha skolajidi e rouedad Diwan hag en hentennoù divyezhek e Karaez,...
Aziliz Peaudecerf est allée à la rencontre des Bretons installés au Québec 18.12.2023 39:50
War he studioù kazetenniñ emañ Aziliz Peaudecerf e IUT Lannuon. E-pad tost ur bloavezh eo aet da Vro Kebek hag o paouez tont en-dro e Penn-ar-bed emañ. Eno he deus graet anaoudegezh gant ar familh Konan, Bretoned hag a oa bet divroet eus Breizh er bloavezhioù 1950 rak paour-razh e oant. "Breizhiz er C'hanada" eo anv he fodkast nevez embannet war al lec'hienn Ouest-France. Aziliz Peaudecerf est act...
L'écrivain Goulc'han Kervella continue d'explorer son histoire familiale 11.12.2023 42:27
Kompren familh Kervella er bloavezhioù 1930... Setu ar pezh en deus graet ar skrivagner hag an dramaturj Goulc'han Kervella en e levr nevez, "Kambr va zonton Youn" embannet gant Skol Vreizh e Miz Du 2023. Kenderc'hel a ra da gontañ istor e familh dre levrioù, danevelloù, romantoù... Goude bezañ displeget istor e dad en deus skrivet istor e eontr, Yvon, gant darvoudoù gwir e-barzh ha traoù ijinet....
Un autre regard sur le monde grâce à deux puzzles en breton 04.12.2023 39:44
Kinnig a ra Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, kartennoù a bep seurt war e lec'hienn Geobreizh. Gant an ti-embann Bannoù-heol, staliet e Kemper, hag Ofis publik ar brezhoneg, e Karaez, o doa labouret dija war miltammoù Breizh hag ar broioù keltiek. Ar wech-mañ o deus kaset betek penn daoul viltamm ar bed, e brezhoneg penn-da-benn ivez. A-viskoazh e oa bet graet. Lakaet e vez war-wel pobl...
Ancrer la langue bretonne dans le monde contemporain avec Malo Adeux 27.11.2023 42:26
Kelenner war ar brezhoneg ha war ar galleg eo Malo Adeux. Desavet eo bet e brezhoneg gant e dad hag e rouedad Diwan eo bet skoliaet. Ar bloaz-mañ, e 2023, en deus lañset e chadenn Youtube "Brezhoneg glez". Displeget e vez en e videoioù peseurt mod mont war-raok gant ar brezhoneg goude bezañ bet desket ar yezh er skol peotramant e kreizennoù stummañ. Gant ar memes pal e vo heñchet gantañ diskouezad...
Le Pays de Cornouaille lance ses Assises de la culture et de la langue bretonne 20.11.2023 42:20
A-benn ugent vloaz e vo cheñchet ar gevredigezh e Breizh. Aet e vo d'an Anaon kazi an holl vrezhonegerien ha brezhonegerezed a-vihanik ha brezhoneg a vo desket er skol hag er c'hreizennoù stummañ. Aozet e vo d'ar 25 a viz Du 2023 kentañ azezoù sevenadur hag ar yezh e Bro Kerne e Kemper evit ober stad an traoù e bed sevenadurel ha kompren penaos en em aozañ evit an dazont. Gant Yann Guillamot, a zo...
Rencontre avec Guillemette In, médecin catholique dévouée 13.11.2023 42:35
O paouez souten he zezenn emañ Guillemette In e skol-veur medisinerezh Brest. Medisinerez hollek an hini eo hag erlec'hierez eo ivez en toull-bac'h Brest. Tud paour a vez kaset di dreist-holl ha merzet he deus e vank karantez en o buhez. Klasket he deus un diskoulm evit ne vefent ket kaset d'an toull-bac'h. Brav e vefe reiñ karantez dezho a-drugarez d'he feiz. Guillemette In vient de passer sa sou...
L'association Brezhoneg e Bro Rouzig fête sa première année 06.11.2023 39:42
Bloaz zo oa bet lañset ar soñj gant Margo Ar Wern, Jan-Maï Gwiader, Chloé Roger hag Ewen Corre lakaat war-wel ar pezh a vez kinniget e Bro Rouzig tro dro d'ar brezhoneg ha d'ar sevenadur. Gant Margo Ar Wern e lakaomp ar gaoz war istor dianavezet Bro Rouzig hag ar pezh a vez graet ganto abaoe ur bloaz. Evit lidañ ar bloavezh kentañ e vo kinniget ar pezh-c'hoari "Me n'in ket da Bariz!" gant ar strol...
Le succès du festival de la langue et la culture bretonne Deus'ta à Brest 30.10.2023 42:44
D'ar 4 ha d'ar 5 a viz Du 2023 e vo 6ved gouel Deus'ta e Brest er Gabusined. E 2018 e oa bet lañset evit ar wech kentañ hag ober a ra berzh dibaoe kuit d'an c'henfinamant. Muioc'h mui a dud a-youl vat a zo hag aesoc'h aesañ eo. Gant Kristina Jégou ha Pierre-Yves Le Menn, kenprezidanted, e lakomp ar gaoz war ar gouel a ra berzh. La sixième édition du festival de la langue et la culture bretonne se...
Rencontre avec Koulizh Kedez, poète insoumis cornouaillais 23.10.2023 39:36
A-viskoazh en deus Koulizh Kedez klevet brezhoneg Koulizh Kedez tro-dro dezhañ, gant e dud ha gant e amezeien e Sant-Kouled, e-kichen Kastellin, e-lec'h m’emañ o chom c'hoazh en un ti bihan. Skrivañ a ra bemdez en e yezh-vamm. Ouzhpenn 30 levr en deus skrivet ha troet diwar ar galleg, an alamaneg, ar rusianeg, ar yiddish hag an hebraeg. E 2024 e teuio er-maez daou levr nevez. D'ar 27 a viz Here 20...
Similar podcasts
Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.