Manon Deniau

Buhez

Society FR ↓ 193 episodes

Gens de Bretagne, culture, actualité et histoire contemporaine : chaque mardi soir à 19h15, et samedi matin à 9h15, Manon Deniau vous propose un focus sur la vie du pays. Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d'informations.

Author

Manon Deniau

Category

Society

Podcast website

rcf.fr

Latest episode

Aug 24, 2025

Where to listen?

Podcasts in the app Replaio Radio Coming soon

Podcasts are coming to the app soon. Install now and be the first to see a whole new take on podcasts

Get it on Google Play Install for free Android 5M+ downloads · 4.8 rating iOS soon

Episodes

Comprendre les druidistes bretons avec Grégory Moigne 27.01.2025

E Miz C'hwevrer 2023 en doa soutenet Grégory Moigne e dezenn diwar-benn an drouizerien e Breizh e skol-veur Brest. O studial eo bet Ar C'hoursez Breizh, strollad brasañ Breizh, ha kalz strolladoù all er vro hag e Rouantelezh Unanet ivez. "Drouizerien" a vez termenet gantañ e-plas "drouized" abalamour eo disheñvel-mik ouzh ar pezh 'oa e mare an Henamzer. Displegañ a ra an traoù-se deomp en abadenn....

Anne Jaffret : "Le Stade Brestois est ma deuxième famille" 20.01.2025

Abaoe ar bloavezhioù 1950 e vez heuliet ar Stad Brestiz gant Anne Jaffret. Biskoazh n'he deus c'hoariet foot met a-voloñte vat eo bet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù er "buvette" betek 2009. Sellet a ra ouzh matchoù war an tele atav ha plijadur a ra dezhi kement ! A-benn un nebeud mizioù e vo 91 vloaz honnezh ha kontañ a ra hec'h istor gant ar Stad Brestiz deomp. Diskouez a ra pegen a-bouez eo ro...

Les 1 000 vies de Thomas Godin 06.01.2025

1 000 buhez en deus an engraver staliet e Landerne. A-gleiz hag a-zehoù emañ an engraver Tomaz Godin. Un deiz e Venitia, e Bro-Italia, un deiz all e Bro-Filippinez. Koulzad kentañ an heuliad "Klask ar sklêrijenn" a heul anezhañ hag an arzourien hag an arzourezed o deus merket e vuhez. War Frañs 3 Breizh en abadenn Bali Breizh e vez skignet. Emañ o paouez digeriñ an ostaleri Celtia hag ar preti Roh...

Rencontre avec Koulizh Kedez, poète insoumis cornouaillais 30.12.2024

A-viskoazh en deus Koulizh Kedez klevet brezhoneg Koulizh Kedez tro-dro dezhañ, gant e dud ha gant e amezeien e Sant-Kouled, e-kichen Kastellin, e-lec'h m’emañ o chom c'hoazh en un ti bihan. Skrivañ a ra bemdez en e yezh-vamm. Ouzhpenn 30 levr en deus skrivet ha troet diwar ar galleg, an alamaneg, ar rusianeg, ar yiddish hag an hebraeg. E 2024 e teuio er-maez daou levr nevez. D'ar 27 a viz Here 20...

A la découverte du nouveau centre d'artisanat, Ar Stal, à Plounéour-Menez 23.12.2024

Abaoe Miz Ebrel 2023 eo digor Ar Stal, ur greizenn artizanerezh hag ur c'hafedi e Plouneour-Menez. Ur greizenn e-mod-se a vanke e Menez Are, se zo kaoz eo bet savet gant Solen Lesouef ha Daniel Ross, daou artizan eus ar vro. Angelina Beauvir a ra war-dro ar c'hafe a zo e-tal e-kichen d'an atalier hag ober a reomp tro ar lec'h asambles en abadenn-mañ. Ar Stal est ouvert depuis avril 2023 à Plounéou...

Accueillez un mineur isolé à la période des fêtes 23.12.2024

Abaoe 2018 e vez degemeret, bodet ha kemeret tud yaouank, minored dibleustr "mineurs isolés", war chouk ar gevredigezh Les Utopistes en action e Menez Are. Hiziv e reomp anaoudegezh gant al lec'h staliet e Pleiber-Krist gant Yves, den a-youl vat abaoe 3 bloaz. Kelenn a ra galleg dezho bep sizhun. O klask emañ ar gevredigezh familhoù c'hoazh evit degemer tud yaouank da vare Nedeleg ha moaien zo kas...

La deuxième saison de la mortelle série Koumoul est en préparation 09.12.2024

E Miz Du 2023 e oa bet skignet koulzad kentañ Koumoul, un heuliad nevez produet gant Frañs 3 Breizh ha Tita Produksioñ. Skrivet eo gant Loic Moigne ha kaoz zo en heuliad-mañ eus Nicole Colic, c'hoariet gant Loeiza Beauvir, drouklazhet hag homañ, war he c'houmoulenn, a choaz piv a 'z euio d'ar Baradoz ha piv a 'z euio d'an Anaon. O filmañ emañ ar skipailh er mare-mañ e studio streat ar skol staliet...

Eliane Ansquer livre son témoignage en breton d'ancienne "penn sardin" 02.12.2024

E-pad ouzhpenn 20 vloaz he deus labouret Eliane Ansquer er friturioù Douarnenez ha soñjet he deus e oa brav kaozeal eus he buhez labour e brezhoneg pa 'noa komañset da gaozeal en-dro he yezh vamm. Gant An Alarc'h eo bet embannet he levr, "Brilli, toñ, sardin..." nevez zo. 100 vloaz zo 'oa bet komañset harz labour bras pennoù sardin Douarnenez d'ar 24 a viz Du 1924. Ganti emaomp hiziv en abadenn Bu...

Claire Cariou est partie voir le monde du travail qui réduit ses déchets 25.11.2024

Etre an 18 hag ar 24 a viz Du 2024 e oa sizhunvezh en Europa evit digreskiñ al lastez. E 2020 e veze produet e Bro-Frañs 309 milion ton a lastez, da lâret eo 4,6 ton dre annezad ha produet 'vez kalz a lastez gant an embregerezhioù hag an aozadurioù ivez. Hiziv emaomp gant Claire Cariou eus ar gevredigezh Côte Waste evit lakaat ar gaoz war an tem-mañ. Deuet eo er-maez he levr nevez embannet, "En se...

Apprenez à mettre les petits plats dans les grands au Friko avec Dylan Simon 11.11.2024

Abaoe Miz Even 2023 eo digoret an ostaleri hag ar presti Friko e-kreiz bourc'h Gwimaeg hag a zo e Bro-Leon, e-kichen Bro-Dreger. Gant Dylan Simon ha Yoann Le Puil eo bet lañset an traoù ha leun-chouk e vez alies. Da vare merenn e vez kinniget tri fred ha diouzh noz eo kentoc'h un ostaleri gant sonadegoù ha diskouezadegoù. Reiñ a ra lañs d'ar vourc'h ! D'ar 16 a viz Du e vo un atalier keginañ eno e...

Gurvan Lozac'h redonne vie aux enregistrements en langue bretonne 04.11.2024

Lañset en deus Gurvan Lozac'h ur raktres nevez war e chadenn Youtube, "Brezhoneg bew". Kempenn a ra enrolladennoù kozh eus tud eus ar vro, Menez Are, ha lakaat a ra anezho war Internet d'an dud da selaou. Gantañ emaomp hiziv en abadenn Buhez evit kaozeal eus 'se. Gurvan Lozac'h s'est lancé dans un nouveau projet mis en ligne sur sa chaîne Youtube, "Brezhoneg bew". Il redonne vie à des enregistreme...

Lisa ar Braz affiche ses gravures mélancoliques pour la première fois à Brest 28.10.2024

Evit ar wech kentañ e vez diskouezet engravadurioù an arzourez yaouank Lisa ar Braz e Brest. Betek fin miz Du 2024 emañ he zaolennoù er werenn-stal ar gevredigezh Au feu à droite er c'harter Rekourañs. "Pa 'z euio al lann" eo anv an diskouezadeg kinniget ganti ha gant Nino Torbjman. Gant Lisa ar Braz e lakomp ar gaoz en abadenn-mañ war ar rebetiko, ur stil sonerezh eus Bro-Gres savet gant divroidi...

Apportez votre brique Légo à l'édifice de l'abbaye de Landévennec 21.10.2024

Erruet eo mare vakañsoù an Hollsent ha setu ur c'hinnig evit dizoleiñ peotramant dizoleiñ en-dro mirdi abati kozh Landevenneg. Atalieroù evit ar vugale a vez kinniget bemdez eno hag en dibenn-sizhun-mañ, d'ar 26 ha d'ar 27 a viz Here 2024, e vo savet traoù gant Légo evit ar re vihan hag ar re vras. Gant Gwenole Fauve, e-karg eus ar mediasioñ, emaomp hiziv evit lakaat ar gaoz war roll vakañsoù an H...

Le premier lycée en langue bretonne Diwan ouvrait ses portes il y a 30 ans 14.10.2024

30 vloaz zo 'oa bet digoret kentañ lise dre soubidigezh e brezhoneg er Releg, e Penn-ar-bed, gant rouedad skolioù Diwan. Bremañ emañ e Karaez ha deomp asambles di evit lakaat ar gaoz war istor al lise hag ar fest-noz a vo e sal ar Glenmor d'an 19 a viz Here 2024. Gant rener al lise Grégory Moigne ha Fulup Kere hag a gemer perzh en aozadur ar fest-noz emaomp en abadenn Buhez. Il y a 30 ans, le prem...

80 ans de la Libération : Michel Le Goff met en lumière les victimes civiles 07.10.2024

Goude bezañ kaozeet eus ar Resistañs e-pad an eil brezel bed war Enez sun gant Bernez Rouz hag ar vuhez e Bro Leon gant Goulc'han Kervella ez eus klozet war an tem-mañ o lakaat ar gaoz war ar bloavezh 1944 gant Michel ar Gov abalamour e vez lidet ar bloaz-mañ 80 vloaz vloaz an Dieubidigezh. E Miz Eost 2024 en doa embannet e Skolig al louarn, "Les oubliés de l'histoire, victimes civiles de la Secon...

Eve Hellequin met les petits plats bio dans les pots en verre 30.09.2024

Klaskerez eo bet Eve Hellequin e Pariz war ar mikrobiologiezh a-raok dilojañ e Sant-Segal, e kreiz Penn-ar-bed. Barrek eo war ar bakterioù hag ar barregezhioù-se a servij dezhi evit lansañ hec'h embregerezh, Miamm douar, e-lec'h e vo gwerzhet 12 rekipe boued bio e-barzh podoù gwer. Da skouer ez eus pesto pour, kirin tokoù touseg, tartar bezhin... Diouzh ar c'hiz eo rak aes eo fardañ boued gant leg...

Distro en Baie fait découvrir la mer aux personnes dépendantes 02.09.2024

Etre an 11 hag ar 14 a viz Gwengolo 2024 e vo Distro en baie. Un abadenn an hini eo evit kas tud nammet ha tud kozh war-vor gant ar gevredigezh Optimiste 29 war-vor e bae Douarnenez gant 13 bag. En o zouez e vo diskouezet bag nevez ar gevredigezh, bag "Ar Spi". Gant Louis Spinec emaomp en abadenn Buhez evit lakaat ar gaoz war ar pezh a vez graet gant Optimiste 29 ha war peseurt mod e vez sellet pi...

L'incroyable saison du Stade Brestois qualifié pour la Ligue des champions 17.06.2024

D'an 19 a viz Mae 2024 e oa trec'h skipailh Stad Brestiz a-enep Toloza. Trede eo bet e kevread kentañ (Ligue 1) hag e-mod-se eo bet kalifiaet ar skipailh evit ar wech kentañ. Fromus eo bet an dra-se evit an holl harperien hag harperezed sot gant ar Stad Brestiz. Gant Leo Guillerm ha Brieuc Bourreau emaomp hiziv asambles evit kaozeal eus ar bloavezh dreist-ordinal-se. Le Stade Brestois s'est hissé...

Les noms de lieux en langue bretonne pourraient être inscrits à l'Unesco 10.06.2024

Abaoe penn-kentañ Miz Even eo dav d'ar c'humunioù bihan lakaat chomlec'hioù e pep keriadenn en o farrez abalamour d'al lezenn 3DS. Abalamour d'an dra-se e vo kollet anvioù lec'h e brezhoneg ha pinvidigezh ar yezh er memes tro hervez ar strollad kevredigezhel, "1 a viz Even". Dav eo lakaat an anvioù e brezhoneg e glad difetis an Unesco hervezo evit ma vefe savetaet. Ennañ emañ Ar Falz - Skol Vreizh...

Les eaux de baignade d'une plage bretonne sur cinq seraient polluées 03.06.2024

Saotreet eo dourioù war an aod hervez ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh. 1 draezhenn war 5 a vefe e Breizh ha 20 % e Bro-Frañs. Setu ar pezh eo bet merzhet o labourat war an tem-mañ en ur glask kompren peseurt mod 'oa bet muzuliet dourioù ar mor-se gant Ajañs rannvroel Breizh (ARS). D'ar 25 a viz Mae 2024 e oa bet lañset al lec'hienn Labelleplage.fr e-lec'h e c'helloc'h mont da welet ma 'z eo...

La première épicerie participative du Finistère a ouvert à La Feuillée 27.05.2024

E fin miz Meurzh 2024 e oa bet digoret kentañ ispisiri kevredigezhel ha perzhiel Penn-ar-bed a-drugarez d'ar gevredigezh Bouge ton coq hag a ro nerzh d'ar c'humunioù bihan. L'épicétout eo anvet ha berzh a ra e kumun Ar Fouilhez. Paeañ a ra an annezidi evit kaout boued ha produioù eus ar vro hag ar prizioù ne greskont ket. Ur moaien eo d'ober anaouedegezh gant an dud evel he deus graet Gaëlle Maudi...

L'Ecomusée des Monts d'Arrée refait du charbon le temps d'un week-end 20.05.2024

D'ar 25 ha d'ar 26 a viz Mae 2024 e vo diskouezet d'an dud ar glaouerez savet gant ekomirdi Menez Are, e Sant-Riwal. En hañv 2023 ez eus bet ur bern koad o kouezhañ ha dastumet eo bet ar c'hoad-se evit ober glaou evel gwechall gozh. Chomet eo a-sav an doare-mañ d'ober energiezh en ti goude an eil brezel bed. Lakaet e vez ar gaoz en abadenn-mañ asambles gant Brendan Petit, e-karg eus an hanterourie...

Histoire du breton de ses origines au XVIIIe siècle avec Francis Favereau 13.05.2024

Ne veze ket skrivet e brezhoneg, setu ar pezh 'vez klevet alies-tre. Met n'eo ket gwir. Skrivet en deus ar skrivagner ha yezhoniour Francis Favereau ul levr diwar-benn an tem-mañ. Istor ar brezhoneg skrivet adalek ar penn-kentañ betek an XVIIIvet kantved eo anv e levr. Embannet eo e ti Skol Vreizh. Le breton n'était pas une langue écrite, c'est en tout cas ce que l'on peut entendre très souvent. O...

Le parti régionaliste, l'Union Démocratique Bretonne (UDB), fête ses 60 ans 29.04.2024

D'ar 27 a viz Ebrel 2024 e oa bet lidet 60 vloaz Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) e Pondi er Mor-Bihan gant Lydie Massard, dilennet e Parlamant Europa, hag Edwy Plenel, pennkazetenner bet ar media Mediapart. Gant Tudi Kernalegenn, klasker war ar bolitikerezh, e lakomp ar gaoz war istor an UDB. Abaoe 10 vloaz ez eus muioc'h-mui a dud yaouank e-barzh ha lakaat a reont ar gaoz war stourmoù sokial, e...

Rencontre avec Lulu, l'animatrice incontournable du Pays de Fouesnant 22.04.2024

Deomp da zizoleiñ Bro-Fouen ! Azalek an nevezamzer e vez kinniget gant Lucienne Moisan, "Lulu", baleadennoù natur e Bro-Fouen e-lec'h emañ o chom. D'ar Yaou e vez kinniget ur valeadenn e Enez-Glenan war-droad. Baleadennoù war velo a vez heñchet ganti etre Begmeil ha Fouen. Lakaat a reomp ar gaoz ivez war he buhez evel animatour natur a-vicher,, he labour he deus kaset da benn gant ar re ampechet h...

Listen to the Buhez podcast in Replaio

Radio and podcasts in one app - free, with no sign-up. Install today and do not miss the launch

Get it on Google Play

Replaio is not a podcast publisher; show names, artwork and audio belong to their authors and are distributed through public RSS feeds.