HeklevPodkast

Heklev PodKast

Kids FR ↓ 110 Folgen

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...

Autor

HeklevPodkast

Kategorie

Kids

Podcast-Website

audioblog.arteradio.com

Neueste Folge

3. Jul 2026

Wo hören?

Podcasts in der App Replaio Radio Bald verfügbar

Podcasts kommen bald in die App. Installiere sie jetzt und erlebe als Erster einen ganz neuen Blick auf Podcasts

Bei Google Play herunterladen Kostenlos installieren Android 5 Mio.+ Downloads · Bewertung 4,8 iOS bald

Folgen

Lusia war rodoù 02.01.2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Lusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. Diaesoc’h-diaesañ eo dezhi heulian lusk he c’hamaladed, betek an devezh ma krog da implij ur gador-ruilh. Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
 Sikour war c’hoari :...

Ha ma vefen bet ur boondaburra ? 26.12.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Maelc’hen Laviec Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir... Skrivet ha c’...

Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg 19.12.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Dervezh an Nedeleg war ar blanedenn d. Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm. Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gu...

Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed 12.12.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Marion Gwenn Komprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’ho...

Tarzh an deiz 05.12.2025

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Pa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ?  Skrivet gant Loeiza an Duigou  C’hoari : Maxime L’Hostis Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ : Mai Li...

Giulio Raviolo 28.11.2025

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Ur sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret. Skrivet gant Loeiz...

Uhel en oabl 21.11.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Laors Skavenneg Lili, ur wennel yaouank dileusket abalamour m’eo disheñvel anezhi, a zo o hunvreal gant ar frankiz, daoust d’ar goap ha d’an argas. Skoazellet gant Adan, an eostig, e kav enni an nerzh da zilentañ ha da reiñ awen d’al laboused-all. Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven ha Laors Skavenneg Sikour war ar skrivañ hag ar...

Muntr e Kerguzh 14.11.2025

Muntr e Kerguzh un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez.  Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincol...

Un azen ’barzh an taksi 07.11.2025

Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ? Skrivet gant Paskal Hervio C’hoari : Anna Duval- Guennoc ha Paskal Hervio Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  ...

Un enezenn din ma-unan on-me 03.10.2025

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola Coic Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi ! Skrivet ha c'hoariet gant: Gwenola Coic Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln Sikour war ar c’...

Bizeost 26.09.2025

Un istor ijinet gant Tangi Merien Ganet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ. Skrivet gant: Tangi Merien C’hoariet gant: Yann Herle G...

Lomig an Heureuchin 19.09.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec  Lomig a zo un eureuchin yaouank. Evit ar wech kentañ eus e vuhez ez aio da zañsal d’ur Fest-Noz fenoz ! Abaoe pell  emañ o c’hortoz an deiz-se ! Met paourkaezh Lomig, gant e bikoù ne c’hell ket dañsal gant ar re all. Eüruzamant e teuio e dud a-benn da frealziñ anezhañ, ha ma ne c’hell ket dañsal gant ar re all, e c’hello lakaat anezho da zañsal ! S...

Divaskell Kastell-Brumenn 12.09.2025

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou   E Kastell-Brumenn, ‘n eus ket a roue ken. Ne chom eus al lez nemet eskern ha ludu. Ar chaseour-erevent diwezhañ, un deskard yaouank, a lak en e soñj gwareziñ ar bobl diouzh an tagadennoù. Klask a ra kompren emzalc’h e enebour, hag a zalc’h rivinoù ar c’hastell bet distrujet gantañ.   Skrivet gant: Loeiza an Duigou C’hoariet gant: Quentin Morvan  Sonerezh : K...

Cheva hag al ledenez vurzhudus 05.09.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec  Cheva a zo ur plac’hig daouzek vloaz anezhi o chom war ul ledenez vihan. Ur gejadenn gant un amezegez kozh a lako anezhi da zizoloiñ mojennoù al ledenez. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour wa...

Kalon 16.05.2025

KALON Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault Hiriv eo devezh kentañ Lila er c’hwec’hved klas. Ne c’heller ket lâret eo tremenet mat-tre... En em santout a ra kollet-mik, war-nes leñvañ eo bet a-hed an devezh. E fin an deiz e adkav Lila, Mari, he mignonez karetañ war an aod. Hag ur plaén a zo ganti... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault Sonerezh :  Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai...

Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 2 09.05.2025

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 2 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Kavet eo ar c’harr-nij ! Petra vo desket gant Atiqtaq e-pad ar veaj-se ? Dizoloiñ a raio ar plac'h hag he dad ar Pol Su, damheñvel eus o bro a-orin (Ar skorneg, an hin o teuziñ ar skorn siwazh, ar yennijenn, ar gouloù-deiz, loened zo) med disheñvel ivez (loened, evned, ar pesketañ, an diouer a dud, an di...

Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 1 02.05.2025

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 1 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Ur gwallzarvoud zo c'hoarvezet er Pol Su : friket ur c'harr-nij war ar skorneg en ul lec'h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad  Atiqaq, un in...

ar Boufoun hag an Ozhac'h 17.01.2025

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ... Skrivet gant Tangi Merien ha tre...

Priñsez Lusa 20.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Lusa a zo ur briñsez lentik-tre, merc’h ur roue strizh-kenañ. Kreskiñ a ra gant ur sekred. Ur sekred diaesoc’h-diaesañ da guzhat... Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot 
Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Sikour war ar brezhoneg : ...

Ar Balum Peñseet 19.12.2024

Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken.  Ul levr gant Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas Produet gant Kalanna Embannet h...

Mignoned an dorgenn 19.12.2024

Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha gellout a ra mignoniezh a zaou bezañ a dri ? Ul levr gant Linda Sarah ha Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn ha Riwal Kermarc’heg Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha...

Peskig 18.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic Plijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar bezhin, ar c’hregin, ar gouloù du-hont. Daoust-hag e teuio Peskig a-benn da sentiñ ouzh alioù fur an dud a vev en-dro dezhañ ? Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Linc...

An ti kamm 18.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Emañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 vloaz dija, ha n’eus ket kavet e hini c’hoazh...  Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gw...

Enezenn Tad-Kozh 17.12.2024

Saig adore son grand-père. Grand-père adore Saig. Et jamais rien ne pourra changer cela. Un livre magnifique et réconfortant, qui illustre à quel point ceux que l’on aime demeurent proches, même s’ils sont partis... très loin.  Un livre de Benji Davies Edité en langue bretonne par Timilenn Traduction Tifenn Merien Voix Riwal Kermarc’heg ha Marion Gwenn Musique Mael Guégo Enregistrement et mixage J...

Maria e bed ar fromoù 17.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault  Maria, 5 bloaz, ‘zo fuloret ruz ! Huchal a ra, bannañ a ra he c’hoarioù ouzh ar voger, met a-daol trumm en em gav ur voudig ouzh he frenestr gant ur bedadenn eviti da vont da weladenniñ bed ar fromoù. Evit Maria eo penn-kentañ un avañtur dreist-ordinal... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault 
Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ : M...

Höre den Podcast Heklev PodKast in Replaio

Radio und Podcasts in einer App - kostenlos und ohne Anmeldung. Installiere sie noch heute und verpasse den Start nicht

Bei Google Play herunterladen

Replaio ist kein Herausgeber von Podcasts; die Namen der Sendungen, Cover und Audioinhalte gehören ihren Autoren und werden über öffentliche RSS-Feeds verbreitet