HeklevPodkast

Heklev PodKast

Kids FR ↓ Epizody: 122

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.se...

Určitě navštivte web podcastu a podpořte jeho tvůrce: audioblog.arteradio.com

Autor

HeklevPodkast

Kategorie

Kids

Nejnovější epizoda

23. říj 2026

Kde poslouchat?

Podcasty v aplikaci Replaio Radio Už brzy

Podcasty míří do aplikace už brzy. Nainstaluj si ji teď a jako první uvidíš úplně nový pohled na podcasty

Stáhnout z Google Play Nainstaluj zdarma Android téměř 10 mil. stažení · hodnocení 4,8 iOS už brzy

Epizody

Cheva hag al ledenez vurzhudus 05.09.2025

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec  Cheva a zo ur plac’hig daouzek vloaz anezhi o chom war ul ledenez vihan. Ur gejadenn gant un amezegez kozh a lako anezhi da zizoloiñ mojennoù al ledenez. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour wa...

Kalon 16.05.2025

KALON Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault Hiriv eo devezh kentañ Lila er c’hwec’hved klas. Ne c’heller ket lâret eo tremenet mat-tre... En em santout a ra kollet-mik, war-nes leñvañ eo bet a-hed an devezh. E fin an deiz e adkav Lila, Mari, he mignonez karetañ war an aod. Hag ur plaén a zo ganti... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault Sonerezh :  Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai...

Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 2 09.05.2025

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 2 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Kavet eo ar c’harr-nij ! Petra vo desket gant Atiqtaq e-pad ar veaj-se ? Dizoloiñ a raio ar plac'h hag he dad ar Pol Su, damheñvel eus o bro a-orin (Ar skorneg, an hin o teuziñ ar skorn siwazh, ar yennijenn, ar gouloù-deiz, loened zo) med disheñvel ivez (loened, evned, ar pesketañ, an diouer a dud, an di...

Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 1 02.05.2025

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 1 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Ur gwallzarvoud zo c'hoarvezet er Pol Su : friket ur c'harr-nij war ar skorneg en ul lec'h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad  Atiqaq, un in...

ar Boufoun hag an Ozhac'h 17.01.2025

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ... Skrivet gant Tangi Merien ha tre...

Priñsez Lusa 20.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Lusa a zo ur briñsez lentik-tre, merc’h ur roue strizh-kenañ. Kreskiñ a ra gant ur sekred. Ur sekred diaesoc’h-diaesañ da guzhat... Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot 
Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Sikour war ar brezhoneg : ...

Ar Balum Peñseet 19.12.2024

Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken.  Ul levr gant Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas Produet gant Kalanna Embannet h...

Mignoned an dorgenn 19.12.2024

Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha gellout a ra mignoniezh a zaou bezañ a dri ? Ul levr gant Linda Sarah ha Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn ha Riwal Kermarc’heg Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha...

Peskig 18.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic Plijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar bezhin, ar c’hregin, ar gouloù du-hont. Daoust-hag e teuio Peskig a-benn da sentiñ ouzh alioù fur an dud a vev en-dro dezhañ ? Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Linc...

An ti kamm 18.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Emañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 vloaz dija, ha n’eus ket kavet e hini c’hoazh...  Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gw...

Enezenn Tad-Kozh 17.12.2024

Saig adore son grand-père. Grand-père adore Saig. Et jamais rien ne pourra changer cela. Un livre magnifique et réconfortant, qui illustre à quel point ceux que l’on aime demeurent proches, même s’ils sont partis... très loin.  Un livre de Benji Davies Edité en langue bretonne par Timilenn Traduction Tifenn Merien Voix Riwal Kermarc’heg ha Marion Gwenn Musique Mael Guégo Enregistrement et mixage J...

Maria e bed ar fromoù 17.12.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault  Maria, 5 bloaz, ‘zo fuloret ruz ! Huchal a ra, bannañ a ra he c’hoarioù ouzh ar voger, met a-daol trumm en em gav ur voudig ouzh he frenestr gant ur bedadenn eviti da vont da weladenniñ bed ar fromoù. Evit Maria eo penn-kentañ un avañtur dreist-ordinal... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault 
Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ : M...

Pourmenadenn (v)Malou 15.10.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer  Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel. Mont a raio gant he mamm-gozh da bourmen er c’hoad. Siwazh e kouezho ar vamm-gozh e riboul ur broc’h. Ha kavout a raio Malou nerzh da saveteiñ anezhi, ’gav deoc’h ? Skrivet ha c’hoariet gant : Klet Beyer 
Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ hag ar...

Sevel ha distruj 15.10.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer  Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e darvoud-mañ-darvoud e rank mont a-gostez. A-benn ar fin e raio anaoudegezh gant un den a fizio ur gefridi ennañ, ar pezh a roio fiziañs ennañ. Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
 Sonerezh : Perynn Bleunven  
 Sikour war ar skrivañ hag ar c’...

Troioù-kaer Yang Yang 04 : ar Sarpant 18.09.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Emañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio Yang Yang gant e gamarad Pegus a-drugarez d’ar wezenn (z)Derv da foetañ-bro. War o hent e kavint ur serpent dañjurus ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

 Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : ...

Avel fur ha foll 03.09.2024

16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ. Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet dega...

Kazhig ha Kazhus 29.08.2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Tigrig, ur c’hazh mestr war Kertigrig a zo buhez ur roue gantañ, etre kouskoù-aez hag ensellerezh e zomani. Met un devezh, e cheñch e vuhez pa tegouezh ur gouelan ur wastell en e veg. Tigrig, beg lipous anezhañ ha kurius da vat a grog gant ur redadeg foll, betek en em gavout pell diouzh e di. Kollet en ur c’hoad derv teñval e kej gant Kazhus, ur c’h...

Teñzor Nina ha Pako 28.08.2024

Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur vrav. Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Skeudenn: Anna Duval-Guennoc Sikour war ar brezhoneg : Gwe...

Ar vezh-lonk 28.08.2024

Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ? Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet g...

An den kozh diwelus 27.08.2024

Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ? Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krism...

Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav 23.08.2024

En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù dezhañ da zigentañ ha d’ar bleunioù, d’ar reier, d’al leton da heul… Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théoph...

Steredenn an huñvreoù kollet 23.08.2024

En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa Mira, gwardez an hunvreoù. Asambles o-daou e krogont gant o hent da adkavout an hunvreoù kollet. Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enroll...

Itron Onion ha Sir Sardin 21.08.2024

Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ? Skrive...

Al lapin e foñs an tog 20.08.2024

Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a denn d’an derc’hent. Pep deiz a denn da warc’hoazh. Betek ma errufe un homo sapiens eus ar re dorr-pennañ. Ur plac’h trouzus ha fri-furch anvet Suzi. Skrivet gant : Loeiza an Duigou C’hoari : Quentin Morvan Sonerezh : Krismen...

Per al loufer 20.08.2024

Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all. Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le Meur So...

Poslouchej podcast Heklev PodKast v Replaio

Rádio a podcasty v jedné aplikaci - zdarma a bez registrace. Nainstaluj si ji ještě dnes a nepropásni premiéru

Stáhnout z Google Play

Replaio není vydavatelem podcastů; názvy pořadů, obálky a audio patří jejich autorům a šíří se přes veřejné RSS kanály